Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/654

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
654
19 Gwengolo
itron-varia ar salet

————


BOKED


Dallet oamp holl ha mêvet gant ar pec’hed,
Heb aon na mez e torremp ho lezen,
Ha red vo c’hoaz d’ar c’hurun ha d’al luc’hed
Diskouez e zo eur mestr a-us d’hon fenn ?
True, ma Doue,
Hon c’heun zo bras,
Savet ar Frans hepdale
Ken uhel ha biskoaz




Ugentvet devez a viz Gwengolo


SANT JANVIER
Eskob ha Merzer (***-305)



Janvier, ginidik eus Napl, trede eskob Benevent, a oe distaget loened goue d’e lonkan, abalamour ma ne felle ket d’ezan nac’h Jezuz-Krist. O vezan ne rênt droug ebet d’ezan, e oe dibennet en Pouzzol, gant c’houec’h kristen-all : Sosius, Festus, Dider, Prokulus, Eutychius hag Akusius, en amzer an impalaer Dioklesian, er bla 305.

Ar gristenien a gemeras preder da zastum o relegou ; korfou sant Prokulus, sant Eutychius ha sant Akusius a chomas en Pouzzol ; re sant Festus ha sant Dider a oe kaset da Venevent ; hini sant Sosius a oe roët da iliz Mizen ; erfin, kêr Napl he devoe korf sant Janvier. Beneventiz hen diframmas digante hag hen miras epad pemp kant vla ; mes d’an 13 a viz genver 1497, ar roue Ferdinand a reas d’eze rei he zenzor d’e gêr-benn. Eskern ha ludu an eskob merzer a zo miret abaoue en Napl, en eur chapel dindan an ôter vras ; en eur chapel-all e virer e benn hag e wad.

Ar gwad-ze a virer en eur vured stouvet kloz. Peurliesan e ve dizec’h ha kalet ; mes seitek gwech er bla, a greiz ma ve an dud en iliz o pedi, e ve gwelet o tanaoât hag o tont da vezan henvel ouz gwad beo.

Kaeroc’h zo ; ar vured, peurliesan, ne ve ket kalz ouspen hanter-leun ; mes en miz mae e weler ar gwad o kreski enni, hag o terc’hel da greski, a-wel d’an holl, epad nao devez ; da fin an naved, ar vured a ve leun betek he goug, a-wechou zoken, e ve leun betek ar stouf, hag e chom evelse betek miz gwengolo war-lerc’h.