Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/635

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 Gwengolo
635
an den eurus yan-gabriel perboyre

Da eiz vla, Yan-Gabriel a oe kaset d’ar skol da Vontgesty ; er c’hatekiz, hen a chilaoue ar gwellan ; karet a rê lenn bue ar zent ; ober a rê katekiz d’e vreudeur ha d’e c’hoarezed ; d’ar zul, ar re ne vezent ket bet en oferen-bred a veze digollet gant Yan-Gabrielig, a ouie displegan mat, pa deue d’ar gêr, kement tra a veze bet lavaret er gador : « P’eo gwir e prezegez ken mat, a lavared d’ezan a-wechou, e vezo red d’it mont da veleg ! »


Yan-GabrielPerroye
Yan-GabrielPerroye

Koulskoude, e dad en devoa c’hoant d’hen derc’hel er gêr, abalamour ma oa ar c’hosan ; mes grêt e oe kement warnezan ma lôskas e vab da vont d’ar skolach da Vontauban.

Da driouec’h vla, ec’h eas eus a Vontauban da Bariz, goude bezan lavaret en hent kenavo d’e vamm, he devoa e laket war hent ar velegiach, dre he fedennou, he skoueriou hag he c’henteliou.

Pemp bla goude, d’an 23 a viz gwengolo 1825, e oe beleget. C’houec’h vla goude, e vreur Loeiz a varve war vor, en eur vont d’ar Chin. Adalek neuze, n’en devoa ken c’hoant nemet da gemer e blas ; tri bla e oe lezet da c’houlenn ; erfin, d’an 21 a viz meurz 1835, e c’hallas kemer al lestr en Havr-neve ; d’an 9 a viz gwengolo war-lerc’h, e touare er Chin, ha d’an 10 a viz meurz 1836, en em gave er c’horn douar ma tlee embann ennan hano Jezuz-Krist. Eiz mil leo en devoa grêt.

Deski a reas yez ar vro epad daou vla, hag en miz genver 1838 e oe galvet da vont da brezek ar fe d’ar Hou-Pe. E iliz a oa eus ar re baouran : peder moger hag eun doen