Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/636

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
636
11 Gwengolo
an den eurus yan-gabriel perboyre

blouz ; mes evel a lavare, an iliz-ze he deus eun dra ha n’o deus ket kalz a ilizou brasoc’h ha kaeroc’h ; pe fall pe vat e ve an amzer, eur millierad tud a ve enni bep sul. E wiskamant hag e vevanz a oa henvel ouz re e barousianiz. Lenn a rê alïes « Oberou ar verzerien » d’e gristenien, a c’hallje, de pe de, bezan galvet dirak al lez-varn, ar pez ne zaleas ket evitan.

Sevel a reas, eneb ar veleien, eur brezel c’houezet gant an drouk-spered. Yan-Gabriel a yeas da guz en eur c’hoad, mes unan eus e zanve kristenien a werzas anezan evit tregont pez arc’hant.

Kaset a oe dirak barnerien ar vro, a glaskas ober d’ezan diskuilh hano e gristenien ha kerzet war ar groaz :

— Gwell eo ganin mervel eget nac’h ma c’hreden ! eme ar merzer kalonek. Kristen on, ha deut on er Chin da brezek an Aviel !

— Nac’h a refet ho fe ?

— Birviken ne droïn kein da fe Jezuz-Krist.

— Perak oc’h deut aman ?

— N’eo ket evit dastum arc’hant, enor ha plijadur, mes evit brasan gloar Doue ha silvidigez an eneou.

— Ma ne chenchet ket, ho pezo poaniou bras !

— Ne dôlan ket nemeur a evez ouz ar boan-gorf, rak ne sonjan nemet en silvidigez ma ene.

— Nac’het ho fe ha kerzet war ar groaz !

— Betek ar maro e lavarin ne nac’hin ket ma fe ha ne gerzin ket war ar groaz !

Goude bezan bet pevar miz o vont eus an eil lez-varn d’eben, e oe kondaonet da vezan krouget, en miz genver 1840 ; mes evel ma n’halle ket ar varnedigez-ze kaout galloud ebet ken a vije sinet gant an impalaer, e renkas gedal c’hoaz eiz miz en e brizon.

Erfin, d’an 11 a viz gwengolo, en em gavas kemennadurez an impalaer. Seiz torfetour a oe neuze krouget dirazan, hag epad al labour-ze, Yan-Gabriel a bede, ar pez a zoueze ar baganed.

En em gaout a reas e dro ; staget a oe ouz eur peul gant kerden ; goude bezan hanter-grouget anezan, ar bourreo a lôskas ar gorden, evit ma padje pelloc’h ar boan ; stardan reas eun eil gwech, hag e chômas a-zav adarre ; d’an trede jach, ec’h eas betek ar maro ; evit e beur-achui, unan eus ar zoudarded a dostaas hag a skoas eun tôl gantan en e galon.

Evelse e tremenas, eur gwener, war-dro ter heur goude kreiste.