Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/634

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
634
10 Gwengolo
sant nikolas tolentino

e oe eno eur skouer evit an holl ; ne zouge nemet dilhad reun ; en em skourjezan a rê alïes ; endro d’e gorf e touge eur chaden houarn ; an douar noaz oa e wele, eur men e benn-wele ; ne zebre kammed tamm kig ebet, ha ne roë d’ar c’housked nemet an nebeutan amzer a c’helle.

E garante evit an Otrou Doue a greskas c’hoaz goude ma oe beleget ; pa veze ouz an ôter, an daerou a zivere alïes eus e zaoulagad. Epad an tregont vla divezan eus e vue, a dremenas en Tolentino, e prezege, kouls lavaret, bemde, ha dont a rê a benn da c’honid ar brasan pec’herien ; ken nerzus ha ken kalonek oa e gomzou, ma ne oad ket evit harz oute.

Goude bezan gouzanvet eur c’hlenved hirr ha poanius, e varvas d’an 10 a viz gwengolo 1308. Kement a viraklou a reas goude e varo, ma lakas Eujen IV e hano war roll ar zent, er bla 1446.

E gorf a oe sebeliet er chapel ma veze oc’h oferennan, ha kalz tud a ve eno breman o pardonan.

————


BOKED


Ar galon hag he deus tanvaet, eur wech, plijadureziou an nenv, ne gav blaz ebet ken gant plijaduriou an douar.

Evit an neb a oar pleustri ervat war Basion Jezuz-Krist, n’eus poan ebet hag a vefe poan en gwirione.

Pegen talvoudek eo implijan mat an disleran tamm amzer a ro Doue d’imp, pa c’hellomp, gant an tamm amzer-ze, gonid eur c’hloar hag a bado da viken.

Sant Nikolas Tolentino.




Unnekvet devez a viz Gwengolo


An den eürus Yan-Gabriel Perboyre
Misioner ha merzer (1802-1840)



Yan-Gabriel Perboyre, kentan bugel ganet en XIXet kantved a lakas an Iliz war he ôteriou, a deuas er bed en Puech, eskopti Cahors, d’ar 6 a viz genver 1802.

E dad, Per, hag e vamm, Mari Rigal, a oa tud eus ar re vellan. Doue a roas d’eze eiz krouadur ; unan a varvas yaouank ; daou a chomas er bed ; diou eus ar merc’hed a yeas da leanezed en Urz sant Visant a Bol ; ha tri eus ar botred a yeas da veleien en Urz-ze ive.