Ne ankouae ket e barousianiz goude o zremenvan ; kinnig a rê da Zoue oferennou, pedennou ha yuniou evit delivranz o eneou.
Mervel a reas d’an 8 a viz gwengolo 1654.
Leon XII, d’an 8 a viz genver 1838, a lakas e hano war roll ar zent, hag a roas anezan da batron da visionou an dud du.
Ar basianted hon laka da vezan bras dirak Doue hag hon mir en e c’hras.
Netra ne ra anaout gwell an dud vat diouz an dud fall ha dife, eget ar basianted.
Sant Syprian.
r zant-man a deuas er bed en Sant-Anjelo, demdost da Fermo, war-dro ar bla 1245. Hanvet oe Nikolas abalamour ma oe ganet goude ma oa bet e dud, pell a oa hep bugale, o pardonan en chapel Sant-Nikolas, en Bari ; al lezhano Tolentino a oe roët d’ezan diouz hano ar gêr elec’h ma tremenas an darn vrasan eus e amzer.
Karante Doue, hadet en e ene gant eun tad hag eur vamm zantel, a ziwanas ennan abred. Ne oa c’hoaz nemet eur bugel, hag e chome da bedi pell amzer, gant ar brasan evez. Dudi a gave o selaou pe o lenn komzou Doue ; pa gave peorien war an hent, e tigase aneze da di e dud, hag e ranne gante ar pez a vije roët d’ezan d’e brejou. O vezan klevet lavaret e yune e zant patron ter gwech er zun, d’ar mare ma oa c’hoaz bihanik, e c’hoantaas ober eveltan, adalek an oad a seiz vla. Evel ma oa lemm e spered ha mat e vemor, e reas prim e studi hag e oe hanvet, raktal goude, da chaloni en iliz Hon Zalver en Tolentino.
Eun devez, o vezan klevet eur manac’h eus a Urz sant Augustin o lavaret pegement e tleed disprijout ar bed, e savas c’hoant gantan da vont d’e heul. Daoust d’e yaouankiz, gant asant e gerent, e oe digemeret er manati ; bezan