Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/632

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
632
9 Gwengolo
sant per klaver

Kenteliou Alphons a dôlas frouez en kalon Per, hag en miz ebrel 1610, ar misioner yaouank a gemere al lestr da vont d’an Amerik-Izelan. En Santa-Fe, e peurachuas e studi hag en Karthajen e oe beleget. Karthajen a oa eur porz-mor, hag a veze diskennet ennan bagadou tud du, a veze ar Spagnoled o laerez en Afrik, hag a werzent goude, evel sklavourien, da bennou-tiegez an Amerik.

Per Klaver a ’n em roas d’ober vad da gorfou ha da eneou an dud kez-ze, ha n’hallo den lavaret pegement a basianted hag a garante a ziskouezas en o c’henver, epad daou-ugent vla. Dal ma kleve e veze eul lestrad dioute o tont da Garthajen, e rede d’ar porz, e vriatae aneze gant kement a deneredigez ha ma ra eun tad e vugale, hag e roë dilhad d’ar re a oa en noaz, bevanz hag evach d’ar re o devoa naon ha sec’hed, louzeier d’ar re a oa klanv.

Heuilh a rê e barousianiz dre mac’h eent. Kelenn a rê aneze war gwirioneziou ar fe, ha rei a rê d’eze ar vadeziant. D’ar zul, oa eun dudi e welet o vont d’o c’hlask a-gle hag a-zeou, hag oc’h ober d’eze dont d’an iliz, elec’h ma veze lavaret eun oferen evite ha grêt d’eze eur brezegen.

Epad ar c’hoaraïz, e chome en lez-varn ar binijen, adalek peder heur diouz ar mintin betek kreiste, da govez ar bôtred. Da ziv heur e tizroe hag e chome betek noz, ha neuze e oa tro ar merc’hed.

A-wechou an dud wenn a dostae ive ouz e gador-govez ; n’o deveze ket o zro, ken na veze tremenet an holl dud du.

Pa veze o vont dre ar ruiou, e lavare d’ar re a wele krommet gant ar blaveziou, ha ne vezent ket bet o kovez pell a veze : « Ma mignon, an ti a zo koz hag a zo prest da gouezan en e boull ; bezet war evez gant aon da vezan tapet dindan ; grêt eur govezion vat, epad m’ho peus amzer hag êzamant ! »

D’ar bec’herien a gave war e hent e lavare : « Doue a oar an niver eus ho pec’hejou ; ar c’hentan ma kouezfet ennan a vezo marteze an divezan. »

— Penôs ec’h a ar bed gant ho sklavourez ? a c’houlenne eun devez digant eun itron.

— Brao, ma zad, a lavaras d’ezan ar Spagnolez.

— N’eus forz, leveret d’ezi mont da govez, rak ember e varvo.

An itron a zentas, ha mat a reas, rak er parde-ze, eur maro trumm a gase he sklavourez d’ar be.

Per Klaver a roas ar yec’hed da n’ouzer ket ped klanvour ; ar gweled da n’ouzer ket ped den dall, hag ar vue da dri den maro.