War an douar kouls hag en ne,
N’eus ket kaeroc’h, war-lerc’h Doue,
N’eus ket gwelloch ’vit hon Mamm vat,
Itron-Varia ar Folgoat.
En tu-hont da ofisou ar pardon, oferennou a ve lavaret er Folgoat, eur wech ar zun, well-waz, hag alïesoc’h, en kerz miz mae hag an hanv.
Itron-Varia ar Folgoat eman ar c’hiz vat gant ar mammou kristen gwestlan d’ezi o bugale vihan ; digaset a veint da zeski ober o c’hammejou kentan war leuren he chapel.
Abostol an dud du (1581-1654)
er Klaver, eur spagnol, a oa ganet en Verdun, er C’hatalogn, er bla 1581. D’e vla warn-ugent, ec’h eas da Darragon, da rei e hano da vont en Kompagnunez Jezuz. Daou vla goude, ec’h eas da enez Balear evit derc’hel gant e studi. Eno e kavas Alphons Rodriguez, a oa bet roët da anaout d’ezan meur a dra eus amzer da zont an den yaouank, hag a lakas da ziwan en e ene ar c’hoant da vont da brezek ar fe d’an Amerik : « Ma breur ker, a lavare d’ezan, n’on ket evit rei d’ec’h da c’hôut pegen doaniet on o welet nag a boblou a zo c’hoaz ha n’anavezont ket ar gwir Doue, hag ar boblou-ze a ya da goll, abalamour ma n’eus den ebet o lakat ar sklerijen da vont betek enne. Gwelet a rêr eleiz a labourerien didalve el lec’h ma zo nebeut a eost, pa ’z int ken distank el lec’h ma zo kalz da eosti. Ar c’hoant dastum aour, a ra da gement a dud treuzi ar moriou pell, a zo eta trec’h d’ar c’hoant gonid eneou da Jezuz-Krist ! O ma breur ker, ma ho peus c’hoant da greski gloar Doue, êt d’an Amerik da zeski da eleiz a eneou a ’n em goll er vro-ze, lakat da dalvezout ar gwad en deus skuilhet hon Zalver evite. »