skeuden ar Werchez, kuzet epad an dispac’h, a zizroas d’he zi [1]. Pevar-ugent vla goude, d’an 8 a viz gwengolo, an otrou kardinal Place, arc’heskob Roazon, c’houec’h eskob ha kant mil den endro d’ezan, goude prezegen helavar an ôtrou Freppel, a lakas, en hano Leon XIII, war benn ar Mabig Jezuz ha war hini Itron-Varia ar Folgoat, an diou gurunen aour ha perlez savet evite gant fe, fizianz ha karante ar Vretoned.
Patronez dous ar Folgoat,
Hon Mamm hag hon Itron,
An dour en hon daoulagad,
Ni ho ped a galon.
Harpet an Iliz santel,
Avel diroll a ra...
Tenn ha kriz eo ar brezel,
Ar peuc’h, ô Maria.
En Bro-Dreger, demdost da Wengamp, war douar Panvrit-ar-Beskont, tostik d’eur c’hoad bras, a-us d’eun draouien eus ar braoan, zo ive eur chapel, he hano chapel ar Folgoat.
N’oufe den, marvat, lavaret dre just da be amzer e oe savet ; pell zo, a dra zur, diouz gwelet pegen koz e tiskouez bezan ar skeuden vinniget a zo en tu deou d’an ôter.
Adsavet a neve ha kresket er bla 1846, chapel ar Folgoat-Panvrit a zo pell war-lerc’h hini Bro-Leon. Daoust pegen dister eo, brudet eo koulskoude, er vro tro-dro, kreiz-tre Gwengamp ha Pempoul, Bear ha Plouha, rak enni ive e teurve an Itron-Varia rei stank, d’he felerined, testeniou burzudus eus he galloud hag he madelez.
Dre vilierou e tiredont d’he fedi, an eil sul a viz gouere hag ar bevare sul a viz gwengolo. En deiou-ze, ar chapel a ve kalz re vihan, rak pardoniou ar Folgoat a zo bepred, herve ar c’hiz kristen gwechall, gwir bardoniou a zevosion. An ofisou a ve kanet, en disheol ar gwe fo, e-tal eun ôter mein-benerez savet, neve so, en lein ar roz.
Eun dudi eo klevet a-ziwar-dro, epad ar prosesion, moueziou ar gristenien o kanan a greiz kalon :
- ↑ D’an 23 a viz eost 1810, daouzek kristen mat a ’n glevas evit dasprenan iliz Folgoat digant Anquetil, an hini en devoa he bet digant ar Gouarnamant : setu aman o hanoiou : A. ar Gall, F. ar Gall, H. ar Goff, F. Uguen. M. A. André, G. Loaec, J. Arzur, J. Toutous, J. ar Gac, an ôtrou G. Kerbrat. G. Abjean.