Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/629

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 Gwengolo
629
ginivelez ar werc’hez

leg [1] da bedi Doue enni bemde, evit duked ha pobl Breiz.

An ôtrou Fransez I hag an ôtrou Per II, bugale an ôtrou Yan V, ha duked Breiz evel o zad, an eil war-lerc’h egile, a deuas d’en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat.

An ôtrou Arzur III, breur an ôtrou Yan V, skoazeller Jann d’Arc, duk Breiz war-lerc’h an ôtrou Per, a deuas d’en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat, hag a stagas ouz he iliz peadra awalc’h da gaout dalc’h-mat c’houec’h beleg war he zro, elec’h pevar a oa betek neuze.

An ôtrou Fransez II, niz an ôtrou Arzur III ha duk Breiz war e lerc’h, hag e verc’h vrudet, Anna, dukez Breiz ha rouanez Frans (1458-1514), a deuas d’en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat, hag a roas d’ezi profou pinvidik. An ôtrou kardinal Alan Koativi, unan eus bugale Leon o deus grêt ar muian enor d’o mamm-vro, a deuas alies d’en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat ; lakat a reas sevel, e-tal he iliz, ar c’halvar a zougas e hano ; war e c’houlen, ar pab Sixt IV a roas 100 devez pardon da c’honid da gement hini a yaje da Folgoat da bedi ar Werc’hez, d’ar 25 a viz meurz, da zul kentan miz eost, da hanter-eost, d’an 8 a viz gwengolo ha da ouel an Holl Zent [2] ; ha pa varvas en Rom, d’ar 22 a viz gouere 1474, e c’hlac’har oa gwelet n’hallje ket e relegou mont da ziskuizan d’e vro, en gwasked ti e Vamm vat.

Pobl Breiz a gemeras skouer war e ôtrone : Montrouleziz, taget gant ar vosen, er bla 1597, ha Ploueskadiz, skoet gant an hevelep klenved, er bla 1627, a deuas d’en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat.

Siouaz, iliz ar Folgoat a gollas he chalonied, er bla 1681 ; adalek neuze hag epad c’houec’h-ugent vla, ne reas nemet koll he gened hag he lufr, tamm ha tamm.

D’ar pevare sul a viz meurz 1708, an tân-gwall a reas gaou bras outi ; d’ar 16 a viz meurz 1790, e oe serret ; d’ar 14 a viz gouere 1791, he listri sakr a oe kaset da deûzi ; d’an 10 a viz eost 1792, he c’houec’h kloc’h a oe torret. Eur vantel gaonv a c’holoas ar vro.

Doue, koulskoude, a deuas da zellet a drue ouz ar Frans ; ar peuc’h a deuas. D’an 8 a viz gwengolo 1808,

  1. An ôtrou Kergoal, eus a Wisseny, eo kentan beleg a c’houarnas ar Folgoat ; unan eus an tri-all a roë an dorn d’ezan, an otrou Milbeo, a deuas da vezan kovezour an duk Yan V, hag a oe kaset gant heman da Orléans davet Jann d’Arc (1429), da ginnig d’ezi gourc’hemennou ar Vretoned.
  2. Innosant VIII (1484-1492), Léon X, (1513-1521), Jul III (1550-1555) ha Pi IX (1846-1878) o deus astennet c’hoaz, abaoue, roll an induljansou a c’haller gonid o pedi en iliz ar Folgoat.