Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/628

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
628
8 Gwengolo
ginivelez ar werc’hez

Ar respont-se a roë da c’houzout ne oa a-du na gant Charlez Bleiz na gant Yan Montfort, a oa neuze brezel etreze. Lakat a reas ar zoudarded da c’hoarzin, ha goude bezan furchet anezan, o vezan ne gavent netra gantan, e lezjont anezan da vont en e hent.

Karet a rê ar sioulder, hag er sioulder, Doue hag ar Werc’hez a gomze outan ; karet a rê ar binijen, ha drein ar binijen a viras glanded e ene, evel ma teu ar c’harziad spern da viret en o c’haer al lili a zao en he c’hreiz.

Evelse e tremenas Salaün e vue, heb ober an disteran gaou ouz den.

Erfin, war-dro ar bla 1350, e kouezas klanv. Arôk mervel, evel eun durzunel, e lakas ekleoiou ar c’hoad da dregerni, evit diskouez e oa goanv e vue o tremen hag an hanv bras o tont. Kanan reas kalonek ar geriou-man : « ô ô ô ô ô ô Maria », ha neuze, frealzet gant Mamm Doue ha douget gant an Ele, e ene glan a bignas da balez an Drinded. E benn, hag a oa liou an astu warnezan betek neuze, a gemeras gened al lili hag ar roz.

E gorf a oe sebeliet didrouz, en harz e ween, ha den ne gomze ken anezan, pa falvezas da Zoue diskouez d’an dud, dre eur burzud eus ar re gaeran, pegement e plije d’ezan ar garante en devoa bet ar paourkez den-ze evit ar Werc’hez.

Lakat a reas da zevel war e ve eul lilien wenn ; hag ar pez a oa estlammusoc’h c’hoaz oa gwelet an daou c’her « Ave Maria » skrivet, evel gant liou aour, war bep delien anezi.

Ar vrud eus ar mirakl-ze a reas buhan tro ar vro ; eur mor a dud a ziredas eus Leon, Treger ha Kerne, da welet al lilien vurzudus, a viras he gened epad c’houec’h sun. Pa oe goenvet, e oe toullet endro d’he gar hag e oe kavet e oa he gwriziou en genou hag en kalon Salaün ar Foll.

An ôtrou de Rochefort, eskob Kastel-Pôl (1349-1356), a deuas da welet an neventi ; eun iliz, koant evel eul lilien, a zavas war ve floc’hig ar Werc’hez [1] ; an ôtrou Alan Kerastred, eskob Kastel-Pôl, a gonsakras anezi er bla 1419. Tri bla goudeze, d’an 10 a viz gouere 1422, an ôtrou Yan V, duk Breiz, diwar al leveou hag an deogou en devoa en Plouneour, en Plouider, en Elestreg hag en Lesneven, a roas peadra awalc’h d’an iliz neve da gaout pevar be-

  1. Setu aman hanoiou ar re a roas ar profou kentan : Hamon Quiniou (1410), Prigent Gouzian (1416), Mauris Quillifiry (1418), Robert Inizan, Herry Montfort (1419), Mac’harit Audoc’h, Yan Miorcec ha Marc’harit Forget, e bried, an ôtrou Rohan (1420), Azenor Moal (1421).