Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/615

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 Gwengolo
615
sant jili

c’has da goll. Jili, dre drue ouz an dremenidi, a bedas Doue hag ar mor a sioulaas.

En Marseilh e touaras, mes ne chômas ket eno ; mont, a reas pelloc’h en douar, warzu kêr Arl. Burzudou a reas adarre eno, ha brud a zavas aneze ; an den yaouank a oe mall gantan pellât ha mont d’en em guz en eul lec’h goue, en traouien ar stêr Gard. Eno e kavas eur c’henvroad, e hano Veredem, o chom en eun toull en douar, demdost da Gollias. An toull kuz-ze a weler c’hoaz hirie, hag a zo darempredet kalz gant ar bardonerien. Jili ne zaleas ket da anaout santelez e genvroad. Er skol en em lakas gantan, ha gantan e teskas an doare d’ober ar beden a galon ha da chom bepred unanet gant Doue. An eil egile en em gennerzent hag en em zikourent da zevel uheloc’h bepred en skeul ar zantelez.

Eus ar c’heriadennou tro-war-dro, an dud a deue da c’houlenn kuzul digante, d’en em erbedi d’o fedennou ha da glask pareanz eus o c’hlenvejou. Dibôt oa d’eze koll o foan, rak ar burzudou brasan a c’hoarveze dre nerz pedennou an daou zant. Jili a lavare bepred n’en devoa peurz ebet er miraklou a zigoueze, hag e oa pedennou e genvreur eo a denne eus an nenv madelezou an Otrou Doue.

Eun devez, Veredem ne oa ket war al lec’h, pa oe digaset eun den klanv d’an ermitach. Jili a c’hoantaas e gas d’ar gêr, o lavaret ne oa nemet eur pec’her paour ha n’helle netra evitan ; ar goueriaded deut gant ar c’hlanvour a zisklerias krenn n’ajent ket kuit nemet p’o dije bet o mennad. Jili a bedas an Otrou Doue da evesât ouz fe an dud-ze, hag ar c’hlanvour a ’n em gavas pare. Aon a grogas adarre en den santel rak meuleudiou an dud. Daoust d’e garante evit e genvreur, e tec’has kuit, hag ec’h eas da chom c’houec’h pe seiz leo ac’hane, en eun draouien goloët a goajou hag a strouez, hanvet traouien Flavius. En skol Veredem, Jili en devoa desket bale anezan e-unan war hent ar baradoz, hep riskl da vezan touellet gant an drouk-spered. Kreski reas c’hoas e bedennou hag e binijennou. N’en devoa ken bevanz nemet lez eur c’havrez. Eun devez, mestr ar vro, Flavius Wamba, a oa deut da chaseal d’ar c’hoad ; ar chas a zibouchas ar c’havrez a vage ar zant. Houman, goude kant ha kant tro, skuiz-maro ha warnez bezan tapet, a skoas warzu lochen ar zant, evel evit goulenn skoazel. O klevet youc’h ar chaseourien, tourni ar chas ha klemmou ar c’havrez, Jili a deuas er-mêz eus e biniti. Raktal e welas an danjer ma oa e loenig koant, hag en em dôlas dirazan evit e ziwall