Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/616

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
616
1 Gwengolo
sant jili

diouz ar birou. Siouaz, unan eus ar chaseourien a oe kri awalc’h evit tennan bepred. Ar bir a dreuzas dorn an ermit. Flavius Wamba a oa ive war al lec’h. Ar zantelez moullet war drem Jili a skoas eun tôl en e galon. Dizrei a reas an de war-lerc’h evit e welet ; lakat a reas troc’han ar strouez a ziwalle e lochen. Ouz e welet neuze leun a zousder, en despet d’e boan, en em strinkas d’e dreid evit goulenn pardon. C’hoantât a reas louzaoui ar gouli, mes ar zant ne lezas ober netra. Gouzout a rê eo en kreiz ar boan e teu ar vertu da gemer he brasan lufr.

Eus bue sant Jili, n’eus netra anavezetoc’h eget ar skoazel a roas d’ar c’havrez. Ar bobl en deus gwelet eno ar merk eus ar skoazel he deus bet roët bepred an Iliz d’an dud dister, eneb d’an dud galloudus, d’an dud dinoaz eneb d’ar re o gwall-gas.

Flavius Wamba a dalc’has da zont alïes da welet an ermit santel. Ober a reas d’ezan donezonou eus ar re gaeran. Biskoaz ne falvezas da Jili digemer netra evitan e-unan. E lezel a reas hepken da zevel eur manati, evit ma vije ennan kanet meuleudiou an Otrou Doue, hed-a-hed ar c’hantvejou. Kalz menec’h ne zalejont ket da zont d’en em lakat dindan urz eun tad ken mat ha ken santel. Dous ha start, eveziant ha leun a furnez, eur skouer beo oa evit e holl venec’h.

Goude bezan bet en Rom o c’houlenn bennoz ar pab evit e vanati, ar pez a oe ôtreet d’ezan, dre eul lizer skrivet d’ar 26 a viz ebrel 685 ; goude bezan bet kalz da c’houzanv eus a-beurz ar Vuzulmaned, goude bezan bet eur rener leun a furnez evit Charlez-Martel, e varvas en peuc’h, war-dro ar bla 720.

Sant Jili a zo patron diou barouz eus eskopti Sant-Brieg ha Landreger, Sant-Jili-Plijo ha Sant-Jili-ar-C’hoad.

En Sant-Jili-Plijo, an eus eur pelerinaj darempredet a-bell, dreist-oll de e bardon bras, ar zul kentan a viz gwengolo, hag ive de e bardon bihan, ar bempvet sul goude Pask.

Pedet eo eneb d’an drouk-sant, d’an tân-gwall ha d’ar spont ; e c’halloud a zo ’n em diskouezet, meur a wech, d’an dud kez skoet gant ar c’hlenved pe gant gwalen an tân ; ar vugaligou gwestlet d’ezan a ve ive diwallet gantan diouz pep spont.

Lavaromp d’ezan, gant parousianiz Sant-Jili-ar-C’hoad :

Reit ho pennoz d’al labourer
’ Vir sul ha gouel, ’vel ma tleer ;
A bep droug diwallet e dud,
E drevad hag e loened mud.