Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/614

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Sant Jili


Kentan devez a viz Gwengolo


SANT JILI
Abad (650-720)



Jili a deuas er bed en kêr Athen, war-dro ar bla 650. E gerent a oa a ligne uhel, eus a ligne ar rouane zoken, war a leverer. Lakat a rejont rei d’o mab deskadurez war an holl skianchou. Athen, d’ar mare-ze, oa c’hoaz ar gêr vrudet ha darempredet evit he skoliou bras. Mes ouspen skianchou ar bed a rojont d’ezan. Kristenien oant eus an dibab, ha falvezout a reas gante lakat en kalon o mab ar c’hoant da vezan evelte. Nag a vugale a vije sent, ma kemerje o zud preder da lakat da ziwan en o c’halon eur c’hoant evel hennez. War skiant ar zent, Jili a reas kammejou brasoc’h c’hoaz eget war skianchou ar bed.

E-touez an holl vertuziou a vleunias en e ene, an hini a gemeras ar penn kentan a oe an izelded a galon. Mes Doue a ’n em blij o uhelat an dud a fell d’eze en em izelât. Eun devez mac’h ee an den yaouank d’an iliz, e kavas war e hent, o c’houlenn an aluzen, eur paour kez hanter-noaz ha dare da vervel, rak klanv bras oa. Leun a drue, Jili a ziwisk e vantel hag he lak war diouskoa ar c’hlanvour ; kerkent, heman a ’n em gavas pare. Jili a welas, dre eno, pegement e plij an aluzen da Zoue ; rak-se, da varo e gerent, e rannas etre ar beorien ar madou bras a oa deut digante.

Miraklou-all o vezan laket daoulagad an dud da baran re warnan e sonjas tec’hel diouz e vro gant aon rak ar meuleudiou. Pignal a reas war eul lestr a yee da Vro-C’hall. Eur barr-amzer spontus a zavas, hag a vennas he