Ar fe birvidik a rê d’ar Vretoned kerzet gwechall, muioc’h c’hoaz eget breman, eus an eil pelerinaj d’egile, a reas d’eze ive sevel dre-oll, war o douar, peziou-labour, da zigas da zonj d’eze eus a Zoue hag eus o Zent. Eur c’hristen mat a blij d’ezan kât, en e di, skeudennou, tôlennou, d’ober d’ezan trei e spered hag e galon warzu Doue ; ti hon tadou kristen, Breiz-Izel, a zo ennan ive a bep seurt tôlennou er giz-ze ; ar re-ze eo an ilizou, an touriou, ar chapeliou, ar c’halvariou.
N’e ket hep rêzon ma teue pelerined war o zro ; en bro ebet war an douar, n’he deus tôlet ar relijion kement a dreo kaer ; marellet eo hon bro, a bep tu, gant ar bleuniou burzudus kouezet eus he dorn.
Ar fe a dougfe ar meneziou, a lavar an Aviel ; an dra-ze a zo c’hoarvezet en Breiz-Izel ; meneziou mein a-bez a zo bet toullet, diskolpet, labouret, kizellet, dantelezet, douget dre bevar c’horn ar vro ha laket da gomz ha da ganan, da ganan, gant pep seurt mouez, meuleudiou an Otrou Doue. Rak e-touez ken lies a hini, ne gaver ket, kouls lavaret, diou iliz, diou chapel, diou groaz hag a vefe henvel an eil ouz eben : ar fe, mar oa birvidik, a oa ijinus ive hag ampart.
Kaerat baleaden d’ober en Breiz, evît ar c’hristen hag ar barz, d’ar c’houlziou-ze, (dreist-oll er XVet kantved,) ma vije klevet trouz laouen ar morzol ken dudius ha mouez an delen, o tistôn dre ar bourkiou, ar c’hroaz-henchou, ha gwelet o sevel en êr burzudou seurt gant ar C’hreisker, roue an touriou uhel, ilizou seurt gant re Kemper-Korantin, Kastel-Pôl, ar Folgoat, Sant-Yan-ar-Biz, Ploermel, Gwened, Kernaskleden, Lambal, Gwengamp, Landreger, Bulat, ha halz a re-all ; ilizou bihannoc’h ha chapeliou seurt gant Goulven, Tremaouezan, Plougonven, Guimiliau, St-Thegonnek, Pleyben, gant e dri dour, Berven, Kerfons, gant o jubeou, St-Servez, St-Fiakr.....
Nag ar c’halvariou ? Plougastel, ar c’haeran, St-Thegonnek, St-Venek, Kilinen, Guimiliau. Pleiben, Lampaul-Guimiliau, Nizon, Tronoen, Guiskriff, Guehenno, Dineault, Gouezek, Melrand, Kleden-Poher, Ploeven, St-Segal, Braspartz, Plougonven, Fouesnant, Kergrist-Moellou, distrujet, siouaz, Gurunhuel, Laruen, Bulat, na ped ha ped-all ?
Kaer eo an holl voueziou a zav, ’baoue an amzeriou pell, diwar c’horre douar Breiz-Izel, da gelenn pe da didui ar Breizad ; mes c’houekan hini zo eo mouez an ilizou, ar chapeliou, an touriou, ar c’halvariou : etreze holl e tistagont eur c’hantik ken flour, ken santel, ma ’n eus ket e bar, nemet hini ar Baradoz a vefe, ha ma fellfe pluen eun êl evit e skrivan.