Galile, d’ar Jourden, evit bezan badezet en dour ar stêr. Yan ne oa ket jalet d’hen ober : « Me, emezan, a dle bezan badezet ganec’h, ha c’houi a deu davedon ! »
Jezuz a respontas d’ezan : « Gra evel ma lavaran, rak red eo e peurafemp evelse pep gourc’hemen. »
Neuze Yan ne enebas mui.
Kerkent ha ma oe badezet, Jezuz a zavas eus an dour hag a ’n em lakas da bedi. Neuze an nenvou a zigoras ha Yan a welas ar Spered-Santel o tiskenn, dindan furm eur goulm, hag o chom ’us d’ar C’hrist. Eur vouez a deuas eus an nenv hag a lavare : « C’houi eo ma Mab muian-karet ; ennoc’h am eus laket ma holl dudi. »
Jezuz a oa o ren e dregontvet bla.
Eun nebeut deveziou goude, e tistroas d’ar stêr, ha Yan, o welet anezan a-ziabell, a lavaras a vouez uhel d’e ziskibien : « Setu a-hont Oan Doue ; setu a-hont an hini a lem pec’hejou ar bed : Ecce agnus Dei, ecce qui tollit peccata mundi », hag e reas sin d’eze d’en em stagan ouz Salver ar bed : « Hennez, emezan, a dle kreski, ha me bihanât ». Ar re-man a yeas, an eil goude egile, da heul Mab Doue.
Kefridi Yan a oa peurc’hrêt ; digoret en devoa hent d’an Otrou ; ne chome gantan netra ken d’ober nemet en em denn.
Er mare-ze, Herodez, roue ar Galile, a roë skouer fall endro d’ezan, o terc’hel gantan Herodiadez, pried e vreur Philip.
Ar Badezour a yeas da gaout ar roue hag a lavaras d’ezan : « Pec’hed hoc’h eus o vevan evelse gant ho c’hoar-gaer. »
Herodez, elec’h e selaou, a c’hourc’hemennas e deurel er prizon.
Hogen, eun nebeut deveziou goude, Herodez a roas eul lein vras da dud e lez ha da bennou brasan ar Galile.
Merc’h Herodiadez a zansas epad ar pred, hag a blijas kement d’ar roue, ma lavaras d’ezi : « Goulennet diganin ar pez a gerfet ha me hen roio d’ec’h, ha pa vefe, zoken, an hanter eus ma rouantelez. » Hag e touas war e le e talc’hje mat d’e c’her.
Ar verc’h a yeas neuze er-mêz eus ar zal da gaout he mamm.
— Ma mamm, emezi, petra c’houlennin ?
Hag he mamm d’ezi kerkent :
— Goulenn penn Yan-Vadezour.