Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/606

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
606
29 Eost
sant yan dibenn-eost


Navet devez warn-ugent a viz Eost


Sant Yan Dibenn-Eost



Er c’houec’hvet blavez warn-ugent goude donedigez Hon Zalver, e oa neventi vras en Bro-Israel.

Eun den a oa deut da chom da Vethani, war lez ar Jourden ; seiz vla warn-ugent en devoa ; Yan oa e hano. N’en devoa evit en em wiskan nemet eur zaë bleo kanval hag eur gouriz ler ; evit terri e zec’hed, nemet evachou ha ne oant ket goest da vêvi ; evit terri e naon, nemet kilheien-raden ha mel goue, hag embann a rê ar binijen. « Grêt pinijen, emezan, rak rouantelez an nenv a zo tost. »

A verniou e tirede an dud d’e gaout, ha pa anzavent o fec’hejou, e vadeze aneze en dour ar stêr. O welet kalz Pharizianed ha kalz Saduseaned — ôtrone vras an amzer-ze, — o tont d’e gaout, Yan a lavare d’eze : « Gouenn aered, piou en deus desket d’ec’h-hu tec’hel rôk ar vuhanegez a dosta ! Grêt eta frouez dereat a binijen, ha ne leveret ket ennoc’h hoc’h-unan : « Ni hon deus Abraham evit tad », rak me a lavar d’ec’h : Doue a c’hall lakat da zevel eus ar vein-ze bugale da Abraham. A-vreman ar vouc’hal a zo laket war gwrizien ar veen. Rak kement gween ne zoug ket a frouez mat a vezo troc’het ha stlapet en tan. »

Dizamant ouz an dud uhel, Yan a oa hegarat ouz an dud izel.

Ar bobl a c’houlenne outan : « Petra refomp-ni eta ? »

Hag hen a responte : « An hini en deus diou zaë, rei unan d’an hini n’en deus ket, hag an hini en deus boed, ober ar mêmes tra. »

Da bôtred an tailhou e lavare : « N’et ket en tu-all d’ar pez a zo merket d’ec’h. »

Ha d’ar zoudarded : « Na wasket den ebet ; na ret ket a c’haou ; kredet ho peus awalc’h gant ho pae. »

Ar vrud eus eur gelennadurez ken neve a yeas dre-oll, ha meur a hini a gredas e oa ar C’hrist.

Evit miret oute da fazian war gement-se, Yan a lavare : « Me a ro d’ec’h, gant dour, badeziant ar binijen, mes an hini a deuio war ma lerc’h a zo krenvoc’h evidon ; n’on ket din da zougen e votou na da zilasan aneze ; hen a vadezo ac’hanoc’h er Spered-Santel hag en tân. »

Hogen, en deveziou-ze, Jezuz a deuas eus Nazareth, er