Ar verc’h a zistroas d’ar zal hag a lavaras da Herodez :
— Me c’houlenn ma vezo roët d’in aman dioustu penn Yan-Vadezour, war eur plad.
Ar goulen-man a reas kalz poan d’ar roue ; koulskoude, abalamour m’en devoa touet war e le a raje ar pez a vije goulennet digantan, e kasas tud raktal da zibennan Yan-Vadezour en e brizon. Ar penn a oe digaset d’ar zal, war eur plad, ha roët d’ar verc’h yaouank, ha houman a redas da ziskouez anezan d’he mamm.
An Tad a gar ar Mab, ha laket en deus pep tra etre e zaouarn. An hini a gred er Mab en deus ar vue peurbadus ; an hini ne gred ket er Mab ne welo ket ar vue, mes buhanegez Doue a chom warnezan.
Komz divezan sant Yan.
r zantez-man, kentan bleunien a zantelez a gutuilhas an Iliz en Amerik Izelan, da lakat war he ôteriou, a c’hanas a gerent kristen, en Lima, er bla 1586 ; d’he badeziant e oe hanvet Izabel, mes goude e oe lezhanvet Roza, abalamour d’he gened, hag al lezhano-ze oe dalc’het warni.
Da bemp bla, e reas le da viret bepred he gwerc’hded ; êt muioc’h war an oad, gant aon na raje he c’herent d’ezi dimezi, e troc’has en kuz he fennad bleo melen.
Souezus eo klevet hano eus ar yuniou a rê : epad ar c’hoaraïz ne zebre nemet had oranjez, ha d’ar gwener, zoken, ne gemere nemet pemp haden, en enor da bemp gouli Hon Zalver.
He c’herent a gouezas en dienez ; mont a reas neuze da zerviji, hag o labourat noz-de e c’honeze bara d’eze.