Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/564

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
564
9 Eost
sant jermen

de ; ne roë d’ar c’housked nemet ar pez a oa red evit miret e yec’hed. Lakat a reas sevel, en tu-all d’ar stêr Yonn, eur manati, hag eno en em denne alïes er sioulder, evit bezan tostoc’h da Zoue.

Er c’houlz-ze, fals-kreden ar Morvan, [1] a lavare n’en devoa an den ezom ebet eus gras Doue evit ober e zilvidigez, a oa êt ar vrud anezi e-touez Bretoned Breiz-Veur. Beleien ar vro-ze, dic’halloud dirak an heretiked, a c’houlennas skoazel digant ar pab Selestin I. Heman a zigasas kemennadurez da eskibien Bro-C’hall da zibab daou aneze evit mont da zikour iliz Breiz-Veur. Eskob Auxer, Jermen, hag eskob Troa, Loup, a oe dibabet gante evit ar gefridi-ze. Ar pab a gavas mat ar pez o devoa grêt, hag a roas da Jermen ar c’halloud a gannad. An daou eskob, goude bezan laket urz en o eskoptiou, a ’n em lakas en hent.

O beach dre Vro-C’hall a oe eur bale enorus. Digemer bras a gavjont en pep lec’h.

Digouezet en Breiz-Veur, Jermen a zastumas eskibien ha beleien ar vro en eur c’honsil. An heretiked a oe pedet da zont da zisplegan o c’hredennou ; mes kemeret o devoa an tec’h. Sant Jermen ha sant Loup a yeas neuze dre ar c’hêriou hag ar bourkou evit prezek ar gwir fe. Ar miraklou a rênt ha santelez o bue a reas muioc’h eget o c’homzou evit distrei an dud. O welet ar c’hollou a rênt, unan eus ar re droetan war gelennadurez ar Morvan a lavaras mont da c’houren oute. Lezet e oe, hen hag e gonsorted, da dibuni o c’huden pen-da-ben. Neuze, an daou zant a ziskouezas d’eze sklêr ha splann ec’h eent eneb ar Skritur-Zakr ha skridou an Tadou Santel. Ar bobl a oe lorc’h ennan o welet en pe du ec’h ee ar gonid. En keit ze, eur zoudard breizad a zigasas e verc’h ganet dall evit ma vije pareet gant an eskob santel. « En em erbedet ouz ar morvaned, a lavaras Jermen ; mar deo gwirion o fe, Doue hen diskouezo dre eur mirakl. » Kaer o devoe ar re-man pedi, ar verc’h a chôme dallez. Jermen neuze a lakas war he daoulagad eur voestig relegou a zouge warnan bepred. Kerkent ar plac’hig a welas sklerijen an de. Daerou a joa hag a anaoudegez vat a redas eus daoulagad an holl. Ar fe gwirion a oe trec’h, hag herezi ar Morvan a oe diskaret evit eur pennad mat.

Ar zant en devoe eul labour-all dishenvel d’ober en Breiz-Veur. D’ar mare-ze, eur bagad gouezidi, ar Pikted

  1. Morvan pe Vorgan, da lavaret eo, den a vor, hanvet Pelaj gant ar C’hresianed hag ar Romaned.