Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/565

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 Eost
565
sant jermen

hag ar Skoted, a oa diskennet war douar ar Vretoned hag a venne dismantr ar vro dre an tân hag ar c’hleze. Ar re-man a c’houlennas skoazel an daou eskob. Jermen a deuas da zonj d’ezan e oa bet gwechall en penn an arme. En em lakat a reas en penn ar Vretoned ha, pa gavas an tu, e tigoras ar c’hrogad gant ar gouezidi. Amzer Fask a oa ; kemennet en devoa d’e dud youc’hal a-bouez penn : Alleluia, en eur zailhat war o enebourien ; sentet e oe outan. Pôtred ar skod-tân hag ar skrab, spontet holl, a gemeras buhan ha buhan an tec’h. Park an emgann a oe galvet a-c’houdevez Mêz Jermen. Ac’hane, hep mar, eo deut devosion ar Vretoned evit sant Jermen.

Dizro da Auxer, e talc’has gant e vue pinijennus. Bepred war evez eus ezommou e dud, setu hen adarre en hent, war-dro ar bla 444, warzu Arl, evit goulenn digant ar prefed ma vije dizammet e bobl eus eul loden eus an tailhou. E c’houlenn a oe chilaouet : den n’halle enebi outan, rak ar miraklou a goueze diouz e zaouarn stank evel ar gliz-mintin war yeoten ar prajou.

Brud eus ar zant a oa en peb lec’h, ha war gresk ec’h ee bemde. Darempredet oa gant an dud a renk uhelan. Daoust da ze, e chome izel a galon evel eur c’hrouadur.

Kerkent ha distro da Auxer, eus eun eil beach en doa renket ober en Breiz-Veur evit stardan al labour grêt en dro gentan, e kavas e-tal e zor, deut d’en em erbedi outan, Arvoriz Breiz-Vihan, hon c’hendadou d’imp-ni. Ar re-man a c’houlenne skoazel eneb an Alaniz a venne sailhat war o bro. Prometi a reas ar zant d’eze mont betek Valantinian III, impalaer Rom, evit o difenn, ha mont a reas en hent betek Ravenn. Eno e oe fin d’e veajou ; Doue a deuas da rei d’ezan kurunen ar baradoz evit hen digoll eus e holl boan, d’an 31 a viz gouere 448. Goulennet en devoa, arôk mervel, ma vije digaset e relegou da Auxer, ha grêt a oe herve e c’houlenn.

————


BOKED


Heman eo an hini en deus grêt treo bras dirak Doue, ha leuniet eo bet ar bed holl gant e gelennadurez. Goulenn a ra pardon evit pec’hejou an holl boblou. Heman eo an hini en deus disprijet bue ar bed-man, hag en doare-ze, eo en em gavet en rouantelez an nenv ; goulenn a ra pardon evit pec’hejou an holl boblou.

Brevier Rom.