d’eur plac’h pinvidik hag a ligne uhel eveltan, hag hen digasas da Auxer evel komt, da lavaret eo, evit bezan en penn an arme, en hano an impalaer Honorius. N’en devoa ket kalz a amzer, rak er mare-ze, ar gouezidi eus tu an hanter-noz, Vandaled ha Burgonded, a zailhe a bep tu war ar vro. Jermen a enebas start oute hag o diarbennas.
Ar pennadou ehan a vije lezet gantan a roë d’ar chase. Al loened goue a oa stank en koajou bras ar vro. En distro eus e chaseou, Jermen en devoa kemeret ar c’hiz da stagan pennou al loened en deveze tapet ouz eur wezen a oa en kreiz kêr. Ar wezen-ze a zervije d’an Drouized evit o lidou, ha dre ze e oa sakr evit ar baganed ; ar bobl a deue d’ober dansou endro d’ezi en noz. Amator, eskob Auxer, a c’hourdrouzas ar c’homt, abalamour d’ar skouer fall a roë, hag eun devez, epad ma oa o chaseal, e reas diskar ar wezen. Jermen, droug ennan, a douas ober d’an eskob ar pez en devoa grêt heman d’ar wezen. Mes e gounnar ne badas ket ; eun den leal oa, ha komprenet en devoa buhan e oa ar fazi eus e goste.
Nebeut goude-ze, er bla 418, an eskob koz, sklerijennet gant Doue war de e varo ha war hano an hini a dlee kemer e blas, a c’halvas ar bobl d’an iliz. Jermen a yeas gant ar re-all. An eskob santel a roas da anaout ar c’helou deut d’ezan a-beurz Doue : e oa tost ar maro evitan, hag an evoa bet anaoudegez eus an hini a dlee kemer e blas. « C’houi, ma mab, emezan, en eur vont war eun warzu Jermen, eo an hini a zo dibabet gant Doue. En em laket en stad da zigemer ar zamm ponner a zo warnez kouezan war ho tiouskoaz. » Ha hep lezel amzer gant ar c’homt yaouank da respont, en em droas warzu ar bobl : « Mat e kavet kaout Jermen da eskob ? » « Amen : evelse bezet grêt ! » a respontas ar bobl raktal.
Jermen a chome sebezet dirak eun hevelep tra. Mes gant aon da vont eneb bolonte Doue, ne enebas ket. Teurel a reas e zilhad a vestr arme, ha d’an daoulin dirak an eskob, e resevas an Urziou kentan. Eun nebeut deveziou goude, e oe beleget. E bried, ken kalonek hag hen, a ’n em reas leanez. O madou bras a oe rannet etre ar beorien. An eskob Amator a varvas prest goude, ha Jermen, daoust d’ar c’hoant en devoa bet da souz, a renkas kemer e blas.
Neuze e chenchas a-grenn e zoare bevan. Pinijen ebet ne oa kalet awalc’h evitan : eun tamm bara heiz soubet en dour, eur wech bemde, setu e vevanz ; eur planken goloet a ludu, setu e wele ; e beden a oa heb ehan. Evit kaout muioc’h a amzer da rei d’ezi, e lake an noz da astenn an