sebeliet en douar Thrazon, war hent Salaria. An daou zoudard, barnet d’o zro evel kristenien, a oe lazet a dôliou skourje plom ; Apronianus a oe dibennet. O c’horfou, lezet war ar plas, a oe sebeliet gant respet gant ar beleg Yan. Maximian ne oa ket c’hoaz skuiz o lazan. N’en devoa ket ankouaet an avieler Syriakus hag e zaou gonsort. O frosez d’eze o zri ha da unan-warn-ugent-all ne zaleas ket da vezan grêt. Digaset a oent dirak Karpazius, eil prefed. Ar wech kentan ma oent galvet dirakan, unan eus ar gristenien, Crescentianus, a varvas epad ma oad ouz e vourrevi. E gorf, tôlet war ar ru, a oe beziet gant ar beleg Yan, en bered Priskilla, d’ar 24 a viz du 304.
D’an deveziou kentan eus ar bla 305, e oe galvet ar re-all dirak al lez-varn. Ar barner a reas skuilh peg bero war benn Syriak ha dizaëlan e izili war ar marc’h-koat. Poan gollet ! Pa oe kontet da Vaximian ar pez a c’hoarveze, heman a roas urz d’o dibennan holl. O merzerenti a c’hoarvezas d’ar 16 a viz meurz 305, war hent Salaria, en liorzou Sallust. O c’horfou a oe sebeliet, eur pennad, demdost d’al lec’h ma oent bet merzeriet. Divezatoc’h, eur wreg kristen, Lusiana, a reas o digas gant enor en he douarou, war hent Osti, war-dro eul leo hanter diouz Rom. Al lec’h-ze a zo bet hanvet a-c’houde bered Syriakus.
Ineou an dud just a zo en dorn Doue, ha ne vefont ket gwasket gant anken ar maro. Da welet, e larvafed e vijent maro, ha koulskoude emaent en peuc’h. O foan zo bet berr ; o gopr a vezo bras.
Levr ar Furnez III. 1, 2.
ermen a oe ganet en Auxer, a dud a ligne uhel. Goude bezan bet en skoliou brudetan Bro-C’hall, ec’h eas Rom da studian evit bezan advokad. Ne zaleas ket da vezan unan eus ar re zesketan war al lezennou. Ar gouarner Stilikon, a rê stad anezan, hen dimezas