ha kaset a dôliou skourje, o charre trêz ha ra. Hed an de pen-da-ben, e renkent labourat dindan an heol bero, ha diouz an noz e vezent dastumet en toullou hudur ha tenval dindan an douar. N’o devoa ket hanter-voed da zibri, ha c’hoaz, peseurt bevanz ! Restajou ar re-all. Joa oa gante, koulskoude, gouzanv ar poaniou-ze, rak evit Doue hen grênt. O breudeur kristenien a c’hoantae o frealzi herve o galloud, hag en o zouez Syriakus, Largus ha Smaragdus. Dre guz, e teuent en noz d’o c’haout en o frizon hag e rannent etreze an aluzennou roët gant eur c’hristen pinvidik, Thrazon. O vezan klevet gant pebez aked ha gant pebez kalon vat e rênt o c’hefridi, ar pab sant Marsellin a roas da Zyriakus ha da Largus an urz a avieler.
Mes Jezuz-Krist a roas d’eze eur c’hras kaeroc’h, en eur rei lod d’eze en e Basion e-unan. Diskuilhet ha tapet oc’h ober o labour a drugare, e oent kondaonet d’ober ar memes labouriou gant ar re a c’hoantaent sikour. O klevet ar varnedigez-ze, e stagjont da ganan kantik an anaoudegez vat hag al levenez. N’hallent mui rei skoazel d’o breudeur dre aluzennou ; breman e nerzfont aneze dre o c’homzou hag o skoueriou. Al laouenedigez war o zâl, e tougent mein, e charreent trêz, e rent al labouriou poaniusan, hag e kavent c’hoaz an tu da zont da zikour ar re a welent o plegan dindan ar zamm.
Eun devez, unan eus ar re gosan en o zouez, Saturnin, a gouezas dindan e vec’h. Syriakus hag e vignoned hen zavas hag hen dougas gant respet en eul lec’h distro. An impalaer Maximian hen c’hlevas. Espern a reas Syriakus hag e zaou vignon ; — mat oant c’hoaz da labourat ; — mes o welet ne oa mui Saturnin hag eur c’hristen-all, Sisinnius, mat da netra, koz ha fall evel ma oant, e reas o zeuler er prizon. Arôk pell, an daou-man a oe galvet dirak al lezvarn. N’o devoa nemet eur respont : « N’hon deus biskoaz c’hoantaet netra gwelloc’h eget mervel evit rei testeni d’Hon Zalver Jezuz-Krist eus hon fe ! » Stlejet war ar marc’h-koat, o izili brevet a dôliou baz, o dent torret, o c’hostou devet, ne ouient lavaret nemet eur gomz : « Gloar d’ec’h-c’houi, Otrou Jezuz, da vezan grêt d’imp an enor da vezan ho testou. » Ar joa a bare war o zâl a verke skler e oa Doue e-unan ouz o c’hennerzi. Ouz o gwelet, ar grefier, Apronianus, a deuas d’en em gonvertisan ; daou eus ar zoudarded, Papias ha Maurus, a zisklerias : « N’eus ken Doue gwirion nemet Doue Sisinnius ha Saturnin. » Ar barner, en kounnar, a lakas troc’han o fenn d’an daou verzer kalonek. O c’horfou a oe dastumet gant ar beleg Yan ha