Ar c’houentchou neve savet dre e urz ne zalejont ket da vezan leun, ha Dominik breman a dremeno e amzer o vont eus an eil d’eben d’o gwelet, d’o c’hennerzi ha da zerc’hel pep tra en urz ; hirie en Pariz, varc’hoaz en Rom, hag ac’hane da Vologn ha d’ar Spagn. Dre mac’h ee, e hade ar miraklou a-unan gant komzou Doue. War e droad e veaje bepred, eur vaz en e zorn ha levr an Aviel dindan e gazel. Er-mêz eus ar c’hêriou e valee war e dreid noaz, ha pa zigoueze gantan o goulian war ar vein begek, e lavare gant eur mousc’hoarz : « Greomp pinijen, breudeur ! » — Pa zigoueze eur barrad glao, en em lake da ganan an Ave Mari Stella pe ar Veni Creator... Seul-vui e veze digemeret fall, seul-vui e veze laouen.
En Bologn e kouezas klanv. D’ar venec’h, e genvreudeur, dastumet endro d’ezan, e lavaras : « An heritach a lezan ganec’h, ma bugale, hag ho pedan da viret gant evez eo : ar garante etrezoc’h, an izelded a galon hag ar baourente digemeret gant joa. » Lavaret e oe pedennou an angoni. D’ar c’homzou-man : « Subvenite, Sancti Dei... Tostaet, sent ar baradoz, deut d’hen diarben ; Ele an Otrou, kaset e ine dirak an Otrou Doue... » Dominik a zavas e zaoulagad en nenv hag a roas en peuc’h e ine d’e Grouer, d’ar 6 a viz eost 1221.
Gourc’hemennou an Iliz a lavar : « Ma teu eur beleg hag en deus karg a ineou d’ober yun e barousianiz eus bara an Aviel, ra vezo grêt d’ezan yun eus bara ar gommunion, ha ma talc’h da chom hep prezek, ra vezo lemet e garg digantan. »
Mes mar deo eun dever striz d’ar beleg prezek, ken striz-all eo an dever en deus ar bobl kristen da zont d’e selaou.
n amzer ar pab Liber (352-366), daou bried pinvidik eus noblanz vras Rom a oa chomet hep bugale hag i war an oad ; n’o devoa den eus o ligne da berc’hennan o madou goude o maro. Setu ma savas en o spered ar zonj d’ober o heritourez eus ar Werc’hez Vari. Goulenn a rejont diganti, dre bedennou kalonek, merkan en eun doare bennak peseurt impli a c’hoantae a vije grêt