eus an heritach a lezent ganti. Ar Werc’hez a selaouas o feden hag a roas d’eze da anaout he mennoz dre eur burzud eus ar re gaeran.
E oad neuze en deveziou kentan a viz eost, er mare ma ve ar brasan tomder en kêr Rom. Enn nozvez, eul loden eus tosen Eskilin a oe goloet a erc’h. En nozvez-ze ive, an daou bried a oe kemennet d’eze, dre o c’housk, sevel gant o madou eun iliz en enor d’an Itron-Varia war an dachen a weljent goloet a erc’h.
An de war-lerc’h ar beure, ar patrisian a oe mall gantan mont da gât ar pab Liber evit rei d’ezan da anaout ar burzud c’hoarvezet hag ar gemennadurez en devoa bet dre e gousk. Ar pab ne oe ket souezet, rak bet en devoa e-unan eun hevelep hunvre en noz. Gant ar prosesion hag eur bobl a dud, en kreiz ar c’hantikou hag ar pedennou, e pignas war dosen Eskilin hag e verkas plas an iliz a dlee bezan savet. Ar patrisian Yan hag e bried a reas an holl frêjou.
War-dro pevar-ugent vla goude, ar pab Sixt III (422-440) a reas he neveât. Meur a hano a oe roët d’ezi da gentan : bazilik ar pab Liber ; Itron-Varia-ar-C’hraou, abalamour ma oe miret enni fors relegou eus kraou Bethléem. Mes dre ma oa en Rom kalz ilizou gwestlet d’an Itron-Varia, evit merkan e oa houman dreist ar re-all, e oe roët d’ezi an hano a iliz-veur Santez-Mari. An hano-ze he deus miret betek an de hirie. Bep bla, d’ar bemp a viz eost, e ve grêt gouel dedi an iliz-ze ha gouel mirakl an erc’h. [1]
Rei d’ar Werc’hez, rei da Zoue
A dalv ouspen prenan leve.
- ↑ Ilizou kentan ar gristenien. — Kerkent ha ma c’hallas ar gristenien dont er-mêz eus ar c’hatakombou, da lavaret eo, pa bignas Konstantin war an trôn (313), e oe mall gante klask pe zevel tier a-zoare evit en em vodan d’ober an ofisou. Evel ilizou kentan, ar gristenien a ’n em zervijas eus an tier hanvet bazilikou, a oa lez-varniou pe tier-kêr ar baganed. Nebeut a dra a oe da chench war-dro an tier-ze evit ober aneze ilizou a-zoare. Ar re neve a oe savet a oe grêt er memes stum. Rak-se, an hano a vazilik a oe dalc’het pe roët d’an ilizou kentan. En Rom ’z eus c’hoaz seiz bazilik, peder vras ha ter vihan, mil gwech dîn a respet dre o c’hozni, dre an holl dreo kaer tremenet enne hed ar c’hantvejou, hag ive dre an induljansou staget oute gant ar pabed. Ar peder vras eo : Sant-Yan-Latran, ar c’hentan dre-oll. ha mamm an ilizou-all, abalamour m’eo iliz-veur ar pab : Sant-Per-ar-Vatikan, kaeran iliz ’zo dre ar bed, ouspen daou zevez arad douar dindanni ; Sant-Pôl-diavêz-Kêr ; hag iliz-veur Santez-Mari, an hini hon deus komzet anezi uhelloc’h. An ter vihan eo : Kroaz-Santel-Jeruzalem, Sant-Laurans-diavêz-Kêr ha Sant-Sebastian.
An enor da zougen an hano a vazilik a ve roët, en de hirie, d’an ilizou koz ha brudet. En eskopti Kemper ’z eus unan : iliz-veur Sant-Korantin, hag en eskopti Leon eun all : iliz-veur Sant-Pôl, en Kastel. En eskopti Sant-Brieg, ’z eus unan : iliz an Itron-Varia Wir-Zikour, en Gwengamp.