da gemer Doue da varner bras. Ar skridou, kouls re an heretiked ha re Zomïnik, a dlee bezan stlapet en kreiz eun tantad tan, hag an hini a vije espernet a vije an hini mat. Grêt e oe eta eun tantad, hag ar skridou tôlet ennan. Kerkent hini an heretiked a yeas en ludu ; hini Dominik a zavas anezan e-unan ’ us d’ar flammou, ha distôlet e oe er-mêz hep droug ebet. Eun eil hag eun trede gwech e oe grêt an aprou, ha ter gwech skridou Dominik a oe distôlet hep ma vijent bet, zoken, duet gant an tân. Kement-se a ziskoueze skler en pe du e oa an Otrou Doue ha gant piou e oa ar wirione. Darn eus an heretiked a zigoras o daoulagad, mes darn-all a chomas aheurtet hag a zonjas, zoken, en em zizober eus ar zant en eur hen lazan. Mes Doue a ziwalle e zervijer ha n’helljont ket kregi warnezan.
Ne zellent tamm, an heretiked-ze, ouz lazan ar gwir gristenien ; rak-ze, ar brinsed katolik a renkas sevel eun arme evit diarbenn o fallagriez. Simon Monfort a oe trec’h d’eze en Muret (12 a viz gwengolo 1213). Mes d’ar gwir gristenien, kouls ha d’an heretiked, Dominik ne brezege nemet ar peuc’h hag ar garante a dle ren etre breudeur ha kenvroïz. N’en devoa ken kleze nemet ar beden ha komzou Doue. Ar beden a lavare e-unan an alïesan, hag a c’hourc’hemenne ar muian d’ar re-all, oa ar Rozêra. E brezegennou hag e viraklou, harpet war ar Rozêra, a reas d’ezan gonid milierou ha milierou heretiked d’ar gwir fe.
Mes seul ma laboure, seul kreski e rê e labour. Dont a reas ar mare n’hellas mui padout e-unan, hag e sonjas kemer re-all d’e zikour. Ar re-man a oe an izili kentan eus eun Urz neve a venec’h a deuas da vezan ken brudet dindan an hano a Vreudeur-Prezegerien. Mont a reas da Rom da gât ar pab Innosant III, evit kaout ôtre d’e reolen. Ar pab a oe nec’het. Mes an noz war-lerc’h ma oe grêt outan ar goulenn, e welas dre eun hunvre, iliz Latran o vennan kouezan ha Dominik ouz he harpan gant e ziskoa galloudus. Raktal e welas eno bolonte Doue hag e roas e ôtreadur. Ouspen an tri le a ve grêt en holl Urziou menec’h, a baourente, a zentidigez hag a c’hlanded, e rent an hini d’en em rei da studian ha da brezek Aviel Jezuz-Krist. O gwiskamant a oa eur zaë c’hloan gwenn gant eur vantel du wrar c’horre.
Daoust ne oant nemet c’houec’h evit komans, Dominik o c’hasas war-dro goueliou Pask 1217, er Frans, en Itali hag er Spagn, da sevel kouentchou neve. « Ar gwiniz, emezan, a zoug pennou pa ve hadet, mes ne ra nemet breinan pa ve berniet. »