Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/552

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
552
4 Eost
sant dominik

desket kouls war skianchou an douar ha war skianchou an nenv. Ar gernez o vezan kouezet war ar vro, e roas betek e zilhad d’ar beorien. Zoken, evit kaout muioc’h da rannan gante, e werzas e levriou, treo a briz bras, er mare-ze ha ne oa c’hoaz anavezet nemet ar skridou-dorn. E vue a oa pinijennus : yun a rê alies ; n’en devoa ken evaj nemet dour, ken gwele nemet eur planken. Dre-ze e viras ken brao glanded e galon ma oa eun dudi evit an Ele ha Rouanez an Ele dont davetan.

Sant Dominik
Sant Dominik

Deut da vezan beleg, eskob Osma hen dibabas evit bezan chaloni e iliz-veur. « E-touez ar chalonied-all, Dominik a oa evel eur sklerijen savet awel d’an holl, ar c’hentan dre e zantelez, an divezan dre e izelded a galon. C’houez vat a oa gant e vue evel ma ve gant ar bleun d’an neve-amzer. Noz-de en iliz, ne skuize kammed o pedi, ha kammed ne finve eus ar gouent, nemet ouz red, gant aon da goll ar gwel a Zoue. » War c’houlenn e eskob, en em roas da brezeken Osma hag er c’hêriadennou tro-war-dro ; e brezegennou a zougas kalz frouez. Evelse e vevas epad nao bla. E oa neuze o ’n em brepari, hep gouzout, d’an oberou bras a dlee kas da benn divezatoc’h.

War-dro ar bla 1204, eskob Osma a yeas da Rom hag a gasas gantan Dominik. O tremen dre ar c’hreiste eus ar Frans, e oent testou eus an dismantr a rê, er vro-ze, an Albigiz, eun toullad heretiked diwar-dro Albi. Ar re-ze a oa dispac’herien ha franmasoned an amzer-ze. Dominik a chomas mantret e galon hag a lakas en e zonj dont er c’hentan m’hallje da zikour kristenien ar vro-ze. Distro eus Rom, e chomas eta er Frans. Prezek ha prezek a rê c’hoaz ; ar wirione a bare war e vuzellou evel eur sklerijen lugernus. Evit gwelloc’h he lakat da baran dirak daoulagad an heretiked, e veze bepred prest da gonferansi gante en o zier ha war ar plasennou, dre gomz ha dre skrid. Eun devez e oe dibabet tri den desket evit barn etre skridou ar zant ha re an heretiked. O vezan n’hallent ket ’n em glevet war ar varnedigez, en em glevjont, da vihanan,