Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/551

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 Eost
551
relegou sant stephan

lerc’h ec’h ee d’an iliz evit hon mallozi en kichen men-font ar vadeziant, p’en em gavas ganti eur eontr d’imp a lavaras d’ezi teuler he malloz warnomp holl, p’eo gwir hini ac’hanomp ne oa savet evit he difenn. Senti a reas outan, ha warnomp hon dek e tôlas he malloz. Kerkent, hon breur henan a gouezas ar grenerez warnan, hag an eil goude egile omp bet skoet gant ar memes klenved. Hon mamm, kollet ganti he fenn, a zo en em grouget, ha ni, abaoue, a zo tec’het gant ar vez eus an eil tu d’egile, o klask pareans. Ma c’hoar Palladi ha me a zo bet kemennet d’imp, a beurz Doue, e kavjemp aman ar pare. Ha setu me pareet, mes ma c’hoar !... » Hag e pedas ar bobl da drugarekât Doue ha sant Stephan a-unan gantan, ha da derc’hel gant o fedennou evit e c’hoar. An eskob, war al lec’h, a bedas a-unan gant ar bobl. Ar plac’h yaouank o vezan êt, hi ive, betek ôter ar relegou, a deuas ar c’housked d’ezi hag a zihunas pare evel he breur [1].

————


BOKED


Lagad Doue a heuilh relegou e zent. Ne vezo ket kollet eur c’hreunen boultren aneze.

Bennoz an tad hag ar vamm a zav an tiegeziou. Malloz an tad hag ar vamm o laka da gouezan en o foull.




Pevare devez a viz Eost


SANT DOMINIK
Diazezour Urz ar Vreudeur-Prezegerien (1170-1221)



Dominik a deuas er bed er Spagn, er bla 1170. E vamm Jann d’Aza, eur zantez he-unan, a lakas he holl aked evit trei, pa oa c’hoaz yaouank, e spered war-zu Doue. Deski a reas d’ezan, dreist-oll, karet ar Werc’hez ; ha devosion ar c’hrouadur a yeas kement da galon Mamm Doue, ma plijas ganti en em ziskouez alïes, ha deski d’ezan an doare da lavaret ar Rozera. Divezatoc’h, ar beden-ze a vezo e wellan benveg evit konvertisan an heretiked.

D’an oad a bevarzek vla, e gerent hen c’hasas da skol-veur Palenzia. Eno e labouras, hag eno e teuas da vezan desket

  1. Sant Augustin. Kêr Doue. XXIIet kevren.