Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 Genver
55
an itron-varia

yaouankoc’h, a oa c’hoaz er skol. Eujen, ar brasan, a oa 12 vla, hag egile, Jozef, 10 vla, o-daou chentil ha sentus ha ken troët war al labour ’vel war ar beden.

En devez-ze, 17 a viz genver, an daou bôtr bihan a oa savet pell arôk an de, evit ober ar pez oant kustum d’ober bemde : o fedennou e-tal ar gwele, al labouriou war-dro ar c’hreier ; hag en iliz, goude-ze, ar chapeled hag hent ar groaz evit ar zoudarded, da c’hortoz respont an oferen seiz heur, a veze eleiz a barousianiz enni, dreist-oll eus an tiegeziou o devoa bugale er brezel. Ha goude e oa ar skol.

Da beder heur, ar bôtred o devoa kemeret peb a damm bara d’o adveren hag a oa et da zikour o zad da goanian al loened. War-dro pemp heur hanter, Janned Detais, an hini a liene ar re varo er barouz, a deuas da dremen en kichen karti Barbedette, a damzigoras an nor hag a gavas an tad hag e zaou vab, peb a horz gante, o pilât lann d’ar c’hezeg, ouz sklerijen eur c’holaouen rousin peget en genou eur c’hi ouz ar voger.

Keit ha ma oe Janned o komz ouz an tad, al labour a chômas a-zav hag Eujen a yeas war an treujou da zellet ouz an amzer.

Yen e oa ; an erc’h hag ar skorn a c’holoe an douar. En barr an nenv, ar stered a vil-vern a lugerne ; ar pôtr bihan a zelle oute, dizeblant kaer. En eun tol, setu hen o tol plê, ’ us da di Augustin Guidecoq, an amezeg, d’eun itron gaer evel ma n’evoa gwelet biskoaz, a zelle outan gant eur mousc’hoarz karantezus.

He dilhad ne oant tamm ebet henvel ouz ar re a weler gant itronezed vras an douar-man.

Eur zaë hep gri ha heb ourl, glas liou an nenv, marellet a stered aour, he gwiske eus he fenn d’an treid.

En he zreid he devoa eur botou-skanv glas, eur zeien alaouret rozetennet warneze. Eur oual du a guze he bleo hag he diskouarn, a goueze war he diskoa hag a ziskenne betek hanter he c’hein. Eur gurunen aour, eur beg d’ezi ’us d’an tâl, gant eur roudennig ru en kreiz oc’h ober an dro d’ezi, a oa war he fenn.

He daouarn digor a oa astennet etrezek an douar ; he fenn a oa gwenn-kann, yaouank da welet ha stummet koant evel ar goulou-de, hag he daoulagad, teneredigez eur vamm enne, a bare war ar c’hrouadur.

Eujen ne oa ket evit dizrei e zell diouz an itron vurzudus. An amezegez, grêt he zro ganti, a deuas er-mêz.

— Janned, eme ar pôtr, ne welet ket petra zo du-hont ’us da di Augustin Guidecoq ?