Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
17 Genver
an itron-varia


— Petra zo ’ ta ?

An ton a oa en mouez Eujen a zouezas an tad hag ar pôtr-all chomet er c’harti. Lampat a rejont war an treujou. Jozef hepken a wel, difazi, ar pez a gomz Eujen anezan. E dad ne wel netra ; e vamm, en em gavet war al lec’h, kaer he deus sec’han gwer he lunedou, ne wel ket gwelloc’h.

Ar vrud eus ar pez a c’hoarveze en leur Barbedette a redas evel eul luc’heden, hag en eun tol, eleiz a dud a ’n em gavas.

Diou verc’h eus ar skol gristen, Soazig Richer ha Jannig Le Bosse, a wel ar pez a wel ar bôtred. « Oh ! an itron gaer ! an itron gaer ! » emeze.

An ôtrou person, kaset kelou d’ezan, a ’n em gav ive. Stagan a ra gant ar pedennou ; setu ar vugale da lavaret kerkent e c’hoarve eun neventi.

Eur groaz ru a welont war varlen an itron gaer ; eur c’helc’h glas a ra an dro d’ezi, ha, dindan he zreid, eur zeien hirr ha ledan a zo stignet, hag eun dorn ha ne weler ket a skriv warnezi goustad, en lizerennou aour : « Mais priez, mes enfants ; Dieu vous exaucera en peu de temps ; mon Fils se laisse toucher. » — « Pedit c’hoaz, ma bugale ; Doue ho selaouo a-benn nebeut aman ; ma Mab a deu e galon da vezan teneraet. »

Hag an itron gaer a deu an dristidigez war he zâl ; kregi ’ra er groaz ru a zo war he barlen hag a zo warnezi eur c’hrist ken ru-all, hag e venn he zoublan warzu an douar, epad ma kan ar bobl ar c’hantik « Mon doux Jésus. » An ôtrou person a reas neuze kanan an Ave Maris stella. Kerkent, ar groaz ru a dec’has, daouarn an itron gaer a ziskennas evel ma oant da gentan ; al laouenedigez a baras war he zâl.

— Ma zud kez, eme an ôtrou person, kouls eo d’imp lavaret ar pedennou diouz an noz.

Hag a greiz ma oar gante, an itron gaer, a nebeudou, a guzas he sked ouz daoulagad ar vugale.

— Eun dra bennak a welet c’hoaz ? eme an ôtrou person, da fin ar pedennou.

— Nan, netra ebet, netra ken, eme ar vugale.

Nav heur bennak e c’helle bezan.

Adalek an heur-ze, ar Brusianed, hag a oa en em gavet var hed pemp leo diouz Pontmain, ne rejont kammed ebet ken war rôk.

Doue an evoa grêt eur zell a drue ouz merc’h henan an Iliz.