Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
16 Genver
sant marsel

————


KENTEL


N’eo ket awalc’h rei, red eo en em rei !


Ar verzerien, dre garante evit Jezuz-Krist, o deus kollet o madou ha roët o bue. Diskouez a rent o c’harante, n’eo ket hepken dre gomzou, mes dre oberou.

Hirie e zo eleiz a dud a gav eo eun enor evite dougen an hano a gristen. Arabad, avat, goulenn digante diskregi eus an disteran peadra ha diouered an disteran plijadur evit o fe, rak ne refont ket ; arabad gortoz digante rei an dorn da astenn rouantelez Jezuz-Krist; an dra-ze, emeze, ne zell ket oute.

Karet a reont Doue koulskoude, da vihanan, keit ha ma ne goust netra ar garante-ze d’eze.

C’hoant o deus da vont d’ar baradoz koulskoude, gant ne vezo ezom da gemer poan ebet evit mont ebarz.

N’eo ket seurt kristenien a fell da Jezuz-Krist. Red eo gouzout bezan d’ezan korf hag ene, er blijadur hag en dristidigez, er vue hag er maro ; d’ezan, hep paouez ha hep distag.

Lakat da dalvezout evit e c’hloar kement a nerz hon deus en hon c’horf, kement a sklerijen hag a garante hon deus en hon ene.

En eur ger : en pep tra, en pep lec’h ha bemde, rei hag en em rei.




Seitekvet devez a viz Genver


An Itron-Varia o ’n zikouez en Pontmain



Ar Frans hag an Allmagn a oa savet an eil eneb d’eben. Ar gwad a boullade war an tachennou-brezel. Ar Brusianed a c’honeze bep tôl. Er gêr, an tadou hag ar mammou a ouele d’o bugale ; eur vantel ganv tenval-tenval a oa ledet war ar vro.

Dorn Doue a skoe ar Frans, hag ar Frans a horjelle warnezi hec’h-unan hag a oa prest da gouezan en he foull. En eun tôl, eur verelaouen dudius a darzas ’us da barouz Pontmain, a reas eus an noz eun de bras hag a lakas an esperanz da ziwan en kalonou ar Fransizien.

Kement-se a c’hoarvezas d’ar 17 a viz genver 1871. Pontmain, en eskopti Laval, war bevennou Breiz, a oa neuze eur gêriaden didrous, kristenien vat an dud a veve enni.

Eun tiegez a oa, dreist-oll, hag a roë an ton er barouz : hini Barbedette. Pemp den oant eno : an tad, ar vamm ha tri grouadur. Ar c’hosan eus ar vugale a oa soudard abaoue an dri warn-ugent a viz gwengolo ; an daou-all,