Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/502

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
502
11 Gouere
sant thivisiau

————


BOKED


An neb en deus pec’het, abalamour da vadou an nesan, ha ne restôl ket, hag hen goest d’hen ober, n’eo ket eur penitant eo, mes eun trompler ; ar pec’hed ne vezo pardonet nemet pas vezo restôlet ar pez a zo bet laeret, non remittitur peccatum, nisi restitatur ablatum.

Sant Augustin




Daouzekvet devez a viz Gouere


Sant Yan Gualbert
Abad (***-1073)



Evel eur wezen hag a deu, en eur greski, d’ober skourrou hirr ha ledan, Urz sant Beneat, savet war Mene-Kasin, war-dro ar bla 529, a ’n em astennas dre ar c’huz-heol a-bez. En Bro-C’hall e welomp manati Kluny ha hini Sito, en Itali, hini Vallombreuz, brudet bras abalamour da strizder e reolen ha da zantelez e gentan abad, sant Yan Gualbert.

Yan Gualbert a oa ganet en Floranz, war-dro ar bla 1000, a dud a ouenn vras ha pinvidik. Er mare-ze e oa eleiz a freuz en Itali, hag eun devez, Hug, breur muian-karet Yan, a oe lazet. Yan n’en devoa mui nemet eur zonj : lemel e vue digant ar muntrer. Evit se, e kerze gant e vignoned, da Wener ar Groaz, o furchal ar mêziou. En eun tôl en em gavas gant an hini a glaske, en eur wenojen ken striz ma n’helle tec’hel dioutan en tu ebet.

Yan a grogas en e gleze hag a zailhas war e enebour ; mes heman, raktal, a ’n em strinkas d’an douar, a lakas e zaouarn en kroaz ha, gant eur vouez glac’harus, e c’houlennas true, en hano Jezuz maro da genver an de-ze.

O klevet hano Jezuz, Yan a chomas a-zav, evel skoët ; trec’het oa gant gras an Otrou Doue, hag ar c’homzou-man a deuas eus e galon war e vuzellou : « Savet ha bezet dinec’h, ankouât a ran ar boan ho peus grêt d’in ; » hag en eur vriata ar muntrer, e lavaras d’ezan : « Bezomp eta mignoned hiviziken ! » Kerkent e kerzas da vanati Sant-Miniat, a zo être Piz ha Floranz. Eno, en iliz, e oa eur groaz koad, ar C’hrist o vervel warni. Gualbert a zaouli-