Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/501

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 Gouere
501
sant thivisiau

— Ha levr an Aviel, eul levr ken kaer-all, a oa war ôter Sant-Maok, hag a zo kavet el liorz, hanter-zevet ?

— Seiz-all, henvel outan, a roin d’ec’h ive ! eme Riwallon.

An eskob a bardonas an torfetour, mes kement a nerz-kalon en devoa laket da zifenn e wir, ma ne oe ket kredet ken mont d’ober gaou ouz madou sant Samson.

Thivisiau, deut da vezan koz, a roas an dilez eus e garg hag a ’n em dennas en e vanati ; eno e varvas, war-dro hanter ar seizvet kantved.

E gorf a oe sebeliet en Dol ; divezatoc’h, pa deuas an Normaned d’ober o freuz en Breiz, e oe kaset e relegou da Bariz.

Sant Thivisiau eo patron Landivisiau, en eskopti Leon, ha patron Plogonneg, en eskopti Kerne.




SANT JUDOK
Ermit (VIIet kantved)


An de-man en em gav ive gouel sant Judok, breur da sant Judikael, roue Breiz.

Savet e oe en abati Lan-Maelmon. Yaouank oa c’hoaz, pa deuas e vreur, skuiz gant ar garg a roue, d’he c’hinnig d’ezan. Elec’h he digemer, Judok a yeas da heul unnek pelerin o vont da Rom. N’e ket da Rom ec’h eas, avat, mes da Chartr, da Bariz, hag erfin da di Haymon, duk ar Ponthieu, a viras anezan en e lez, hag a reas d’ezan digemer ar velegiez. Mes ar zant, hag a glaske bevan pell diouz an drouz, a c’houlennas en em denn er c’hoajou. Ter gwech e chenchas lec’h evit tec’hel arôk ar vrud ; an dervet gwech, ec’h eas da Rom da gerc’hât relegou da lakat en iliz savet demdost d’e beniti neve, gant an duk Haymon, en enor da zant Martin.

En kichen an iliz-ze e varvas. E gorf, mezellour a c’hlanded epad e vue, a ’n em viras fresk-beo, pell amzer goude e varo.

Sant Judok a zo patron ilizou Lohuec hag Henvias. E relegou eman al loden vras aneze en eskopti Arras ; koulskoude, iliz Henvias he deus eun tamm askorn eus e vrec’h bet kaset d’ezi er bla 1835.

Sant Judok a zo pedet gant al labourerien evit o loened-korn.