Tiernmael, abad hag eskob Dol, pa deue da Valon, ne skuize ket ouz e zelaou ; dont a reas, zoken, d’hen karet kement m’hen kasas gantan da Zol, hag eno goude bezan laket e gelenn en e vanati, o welet e oa ennan danve eus ar c’hentan, hen belegas.
Thivisiau a roas neuze an dorn d’e vadoberour da gas e abati hag e eskopti endro, ha pa deuas Tiernmael da goac’han gant ar gozni, e kemeras e garg.
Thivisiau a oa eun eskob herve kalon an Otrou Doue. Eur blavez, derc’hent ar Yaou-Bask, epad ma oa o prezek war ar leur-gêr, dirak e iliz-veur, e welas Jezuz-Krist en nenv azezet en tu deou d’an Tad, hag an êle, en prosesion, o tougen Arc’h an Testamant. Ar bobl, ouz e glevet o tisklerian d’ezan petra wele, a gouezas d’an daoulin. Ar zant a reas sevel el lec’h-ze eur groaz mein-benerez, hag abalamour d’ar burzud a welas, e veze douget gwechall, en Breiz-Izel, relegou ar zent en prosesion, da zeiou ar Rogasionou.
Thivisiau a oa eun den sioul hag habask ; koulskoude, pa veze red, e ouie diskouez e skourje.
Eun ôtrou bras eus ar vro, Riwallon e hano, a reas eun devez ar rins en manati Maok, eur manati hag a oa peder leo diouz Dol ; stlepel a reas ar venec’h eus o zi ; lakat a reas an tân en iliz ; laerez a reas al listri sakr ha kement a gavas, hag e tizroas d’e vaner.
Thivisiau, pa glevas an neventi, a yeas, daouzek manac’h gantan, war e droad, da glask al laer ; en em gaout a reas gantan war-dro Lann-Camfroud.
Riwallon, dal ma welas an eskob hag e venec’h, a gollas e hardiegez :
— Perak ’ta, emezan, ôtrou ’n eskob, e kemeret ar boan da zont betek aman war ho troad ?
— Abalamour d’it-te eo e teuan, eme ar zant, hag abalamour d’az sakrilach euzus. Lavar d’in perak az peus laket an tân en manati Sant-Maok ? Ar pec’hed az peus grêt a zo ken bras hag an hini az pije grêt o vruzunan brec’h sant Samson.
Riwallon a oa strafuilhet ; aon a grogas ennan na raje an eskob e glemmou en e eneb d’ar roue Judikael, hag e lavaras :
— Otrou ’n eskob, na gemeret ket a zroug ouzin. Sevel a rin iliz Sant-Maok, ha seiz-all ganti c’hoaz, en hoc’h eskopti ; rei a rin d’ec’h, en dizro, seiz gwech muioc’h eget ar pez am eus laeret.