Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/499

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Sant Thivisiau
Sant Thivisiau
Unnekvet devez a viz gouere


Sant Thivisiau
Eskob Dol, VIIet kantvet



Thivisiau a c’hanas en Bro-Roazon. Lelian, e dad, ha Majen, e vamm, a oa Bretoned diskennet eus Breiz-Veur hag en em dennet en koad Bresilian ; bevan rênt eno diouz o loened ; a-viskoaz o bugel a oe troetoc’h war dreo ar spered eget war dreo an douar.

Eun devez m’oa êt war ar mêz da ziwall ar chatal, êl an Otrou a lavaras d’ezan : « Thivisiau, elec’h chom da vêsât al loened-ze, gwell e vefe d’it mont da vanati Balon d’ober da studi. »

Pa zizroas d’ar gêr, ar pôtr bihan a lavaras d’e dad ar pez en devoa klevet, hag e dad a respontas : « Meuleudi da Zoue, ma mab, emezan, c’hoant an êl eo ive ma hini-me ! »

Ar c’hrouadur eta a oe kaset da vanati Balon. Eno en em roas holl raktal d’al labour-spered, hag an hini a skrivas da gentan e vue, evit diskouez d’imp pegen bras oa e aked d’ar studi, a lavar ne zistagas penn diouz e c’hrammadeg ken na oa peur-evet gantan.

Eur vouez en devoa eus ar re flouran hag eus ar re sklêran, hag eun dudi oa e glevet o kanan.