nas dirak ar groaz-ze hag a ouelas dourek. Pa zavas diouz e beden, e welas penn Hon Zalver o soublan etre ter gwech etrezek d’ezan, gant eur mousc’hoarz tener. Ar burzud-ze a skoas eun tôl ken pounner en e galon ma c’houlennas raktal bezan digemeret e-touez menec’h Sant-Miniat.
Bevan reas er manati, eürus evel eun êl, « oc’h evan eus eienen ar c’hras, evel ar bokedou a ev gliz an neve-amzer. »
Pa varvas an abad, o vezan gwelet eur manac’h o klask pignal en e garg dre laer, en em dennas en Kamaldoli, elec’h ma oa sant Romuald oc’h ober pinijen ; mes c’hoant Yan oa bevan dindan reolen sant Beneat. Abalamour da ze, ec’h eas da Vallombreuz, war meneiou an Apennen, etre Floranz ha Kamaldoli ; eno e tiazezas eur manati, hag ar reolen a roas d’e venec’h oa reolen goz sant Beneat, kalz strisoc’h eget an hini a heuilhed er manatiou-all.
Ar vrud eus santelez an abad a zigasas d’ezan tud a bep stad, hag en berr amzer, Vallombreuz a deuas da vezan « liorz Doue, gloar an Iliz ha magerez ar zent. » Evel eun eienen bepred krenv, e hade he menec’h dre ar bed. Yan a rene e holl vanatiou, evel eun tad madelezus bepred war evez da bellât an droug diouz e vugale, ha bepred ive prest da gastizan ar re ne felle ket d’eze senti. Eur garante divent en devoa evit an dud reuzeudik. Evit prenan bara d’eze, pa veze kernez, e werze gwiskamanchou oferen Vallombreuz.
Eun dudi oa e welet oc’h ober war-dro ar re a oa taget gant ar vosen, ha dre an Toskan a-bez, e kaved hospitaliou savet gantan evite.
Ober a reas ive ar pez a oa en e c’halloud evit ma vije torret, eus o c’hargou, an eskibien hag an abaded a roë arc’hant evit en em silan enne.
Kouezan reas klanv en Pasignano ; eno e varvas d’an 12 a viz gouere 1073, hag eno e oe sebeliet.
Laket eo bet en renk ar zent, er bla 1183, gant ar pab Selestin III.
Mar karet ar re ho kar. eme Hon Zalver Jezuz-Krist, peseurt gopr ho pezo ? Daoust hag ar bublikaned ne reont ket ze ?
Ma saludet ho preudeur, daoust hag ar baganed n’hen greont ket ?
Mes me a lavar d’ec’h : karet hoc’h enehourien ; grêt vad d’ar re o deus droug ouzoc’h : pedet evit ar re ho kwall-gas hag ho tispenn, ma fell d’ec’h bezan santel evel m’eo santel ho Tad eus an nenv.
Aviel Sant Vaze, V. 44. 48.