Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/494

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
494
9 Gouere
sant goulven

a refuzas lojeiz d’an daou zivroad ; a refuzas d’eze, zoken, eur banne dour, daoust ma oa ar wreg yaouank o paouez lakat er bed ar bugel bihan a dlee bezan divezatoc’h sant Goulven.

An de war-lerc’h, koulskoude, e tiskouezas d’an ozac’h hent ar feunteun, hag e roas d’ezan eur pod da gerc’hat dour. Glaoda a gemeras ar wenojen a oa lavaret d’ezan, mes êt eur pennad er c’hoad, ar roudou ne oant mui anat hag e chomas da redek epad an de, hep kaout ar pez a glaske.

Pa zizroas diouz an noz, en em dolas d’an daoulin, an daerou en e zaoulagad, e-tal e bried hag e vugel hanter-varo, hag e pedas kalonek. An Otrou Doue a gemeras true outan hag a lakas da darzan, en e gichen, eun eienen a hanver feunteun sant Goulven.

Eun nebeut blaveziou goude, eun den pinvidik ha disher, e hano Gouzian, a gavas Goulvenig ken karantezus ma lakas e vezur, e zevel hag e skola, evel pa vije bet e grouadur. C’hoantât a rê, zoken, lezel gantan e beadra, mes ar bugel, troetoc’h war madou an nenv eget war madou an douar, a drugarekaas e vadoberour hag a ’n em dennas e-tal ar mor, en kreiz ar gouezeri, elec’h ma savas e beniti.

Eno e tremene e amzer etre ar beden, ar binijen hag al labour ; ober a rê bemde eur bale endro d’e vinihi, gant tri boz e-tal ter groaz en devoa savet : kroaz Prat ar Wern, kroaz an Draou ha kroaz ar Gouerven. Eun den santel, e hano Maden, a deuas da vevan gantan, hag o-daou e stagjont da zigoadan eun dachen tro-war-dro d’o c’hêr ; trevajou ken seder a zavas enni ma teuas Bretoned all da chom en o c’hichen hag a reas evelte. Hepdale, adalek meneiou Penn-ar-C’havr betek ar mor, elec’h koad ne oa mui nemet douar labour eus ar c’hentan.

Goulven, ne weler ket en deve bet grêt, koulskoude, kalz a anaoudegez gant hini ebet eus e amezeien, nemet gant ar Joncour, eus a Blouneour.

Eun devez, ar zant a lavaras d’e vignon Maden :

« Kê da gaout ar Joncour, hon mignon, ha lavar d’ezan :

» Setu aman petra lavar d’it Goulven : « Evit diskouez da vignoniach, digas d’in en prof ar pez az pezo dindan da zorn, p’en em gavo ma c’hannad ganit. »

» Ha n’eus forz petra vezo roët d’it gant ar Joncour, e trugarekaï anezan hag e tizroï hep sellet da brof arôk bezan dizro d’az peniti. »

Maden a gavas ar Joncour oc’h arat, ha bras e oe nec’hamant heman pa glevas ar goulenn a read outan, rak