Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/495

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 Gouere
495
sant goulven

ne gave netra a-zoare da gas da C’houlven. A greiz oll, e kemeras ter bozad zouar, en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel, hag e lakas aneze en bruched Maden, en eur lavaret d’ezan o c’has d’e vestr.

Maden a zizroas d’ar red, mes hepdale e oe red d’ezan mont goustatoc’h, rak kaout a rê e pounnerae e zamm hag e zaë a venne rogan dindan ar bouez. Ha setu hen ober eur zell war ar pez a zouge, ha gwelet oa troët an ter bozad douar en tri damm aour.

Eur skeuden goant eo hounnez, savet gant hon tud koz, evit lakat da vont don en hon spered ar vad a reas da Vreiz-Izel menec’h ha Bretoned Tremor. O teuler ar c’hoajou hag ar brouskoajou d’an traou, o tistrouezan hag o trei an douar, o deus tennet tensoriou anezan : dindan soc’h o alar, douar Breiz a zo bet troët en aour.

War a leverer, Goulven a oe grêt d’ezan, war e gozni, azezan war gador eskob Leon ; mes o vezan ne gave ket ar garg-ze diouz e zoare, e tec’has hag ec’h eas d’en em goach en eul lec’h dizro eus eskopti Roazon. Eno e varvas hag eno e oe sebeliet. Brud e zantelez a yeas abred dre Vreiz-Uhel ha Breiz-lzel.

Chapeliou en e enor a zo, pe a zo bet, en Edern, en Caurel, en Lanvellec hag en Loc-Maria Plouzane. Diou barouz, Goulc’hen, en eskopti Leon, ha Goulien, en eskopti Kerne, o deus e gemeret da batron.

Er bla 1503, an ôtrou Mahyeuc, eskob Roazon, a roas da iliz Goulc’hen eun askorn eus brec’h he sant patron ; an otrou de Visdelou, eskob Leon, a c’houlennas hag en devoe, evit Kastel-Pôl, eul loden eus relegou sant Goulven : parousianiz Taule, Pleyber, Sant-Thegonnec, Guiclan, Gwicourvest, Gwitevede, Sant-Nouga, Plouenan, Plougoulm, Cleder, Trelaouenan, Plouvorn, Sibiril ha Plouescat a gemeras-peurz, d’an 10 a vezeven 1668, er prosesion bras a oe grêt en minihi Sant-Pôl evit kas relegou sant Goulven, eus iliz Sant-Per, d’an iliz-veur.

Sant Goulven, en amzer goz, a roas skoazel d’e genvroïz eneb ar gouezidi a ziskenne war an ôchou ; abalamour da ze, en em erbeder outan evit ma talc’ho da bellât gwalen ar brezel diouz hon bro gaer Breiz-Izel.

————


BOKED


Piou bennak a ro d’ar paour a ro da Zoue, ha gant eur c’honedigez vras : an neb a ro aluzen a ro nebeut a dra hag a reseo kalz : rei a ra eur skoëd, pe nebeutoc’h, ha reseo a ra eur rouantelez.

Sant Yan Damasen.