Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/493

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 Gouere
493
santez elisabeth

bardonan da Gompostel. Rei a reas eleiz a brofou da iliz Sant-Jakez, evit ma vije pedet enni Doue evit ine he fried, hag e tizroas da Lisbonn a-benn an de ar bla.

Tremen a reas ar rest eus he bue o skoazellan al leanezed, o tiwall an emzivaded, o vagan ar beorien, o tifenn an intanvezed, o sikour an holl dud reuzeudik. Bevan rê muioc’h evit an Otrou Doue eget eviti he-unan.

Lakat a reas he mab hag he mab-kaer, a oa warne kerzet an eil eneb egile, d’en em glevet ; mervel a reas prest goude en Estremoz, d’ar 4 a viz gouere 1336.

Goude he maro, e skedas he be dre ar miraklou a c’hoarvezas warnan. Epad Jubile 1625, Urban VIII, a lakas he hano war roll ar zent.

————


BOKED


Tri seurt oberou mat a zo : ar beden, ar yun hag an aluzen. Dre ar beden, e tostaomp ouz Doue ; dre ar yun, en em zistagomp diouz ar c’hig, ha dre an aluzen, e paeomp ar boan dleet d’hon fec’hejou.

Sant Leon, pab.



Sant Goulven
Navet devez a viz Gouere


SANT GOULVEN
Eskob, VIet kantved



Daou Vreizad, daou bried, Glaoda ha Kologwenn, o tec’hel arôk ar Zôzon eus bro goz o zadou, a zouaras eun abarde war ôd Odena, en Leon. Dindan goad e oa neuze ar vro tro-war-dro ; ti ebet war an teven, nemet eun tamm lochen, en Brenguruz. Eun den goue ha kri a oa o chom enni