Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/480

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
480
1 Gouere
an itron-varia wir-zikour

Bezan eo ar zant-man patron meur a iliz hag a chapel en Breiz-Uhel. Pedet eo evit an drouk-daoulagad.

————


BOKED


O Itron-Varia, bezet, evidomp holl, Gwerc’hez ar Gwir-Zikour.

Dalc’het ar fe ’n hon c’hreiz
Hag ar giziou koz ;
War an Iliz, war Breiz

Skuilhet ho pennoz.




Eilvet devez a viz Gouere


Ar Werc’hez Vari
o vont da welet he c’hinitervez santez Elisabeth



Ar mor a levenez a veuzas kalon an Itron-Varia pa lavaras an êl d’ezi e lake Doue war he zâl an diou gurunen a Vamm hag a Werc’hez, ne reas ket d’ezi ankouât e gomzou divezan diwar-benn Elisabeth.

Rak-se, dal ma kavas he zu, ec’h eas en hent, hag e reas, war eun azenez, marvat, an ter pe beder leo ha tregont a oa etre Nazareth, he c’heriaden, ha Youtta, hini he c’hinitervez, hag o vezan êt en ti Zakarias, e saludas Elisabeth.

Kerkent ma klevas houman salud Mari, e oe leuniet gant ar Spered-Santel ; he c’hrouadur a dridas en he c’hreiz, hag e lavaras gant eur vouez krenv :

— Binniget oc’h dreist an holl gwrage, ha binniget eo ar frouez eus ho korf.

» Hag eus a belec’h e teu kement-man d’in, ma teu Mamm ma Otrou betek ennon ? Rak kerkent ha m’eo bet skoet ma diskouarn gant ho mouez ouz ma saludi, ma bugel en deus tridet gant levenez em c’hreiz. Eürus oc’h pa hoc’h eus kredet, rak digouezet eo kement a zo bet lavaret d’ec’h eus a-beurz an Otrou. »

Ha Mari, en eur Magnificat a darze eus goueled he c’halon, a veulas Doue, abalamour d’e vadelezou en he c’henver, abalamour d’e varnedigez war ar bed, hag abalamour d’e drugare en kenver Israel, skeuden an Iliz da zont :