zo êt da welet o Mamm d’ar baradoz : mes ar fe a verve en o c’halon en deus digaset hirie o bugale da lidan ar memes gouel. Tregont mil kalon, bodet, strollet, stardet evel mellou eur chaden, setu ar prof hag ar gurunen a ginniget hirie d’an Itron-Varia Wir-Zikour, Notre-Dame de Vrai-Secours, n’eo ket Bon-Secours, evel ma lavar ar galleg.
» En tu-hont d’an Itron-Varia Wir-Zikour, deut oc’h ive da enori Charlez Bleiz, duk Breiz ha komt Gwengamp. En Blois e oa ganet, mes e galon a zo chomet en hon zouez, hag a drid hirie, dre vertu al lidou-man grêt evit an Itron-Varia hag evitan. Charlez Bleiz en deus poaniet epad e vue, hag en kreiz pep seurt trubuilhou, evit difenn e wir. Mervel a reas dindan ar bec’h. Stourmomp garo eveltan, holl a-unan, evit difenn hon gwiriou a Vretoned hag a gristenien.
» Dalc’het d’ho fe, Bretoned an argoad !
» Dalc’het d’ho fe, Bretoned an arvor !
» Bezet Bleizi en kreiz an emgann, ha miret dinam hoc’h enor, herve ger koz hon tadou : « Kentoc’h mervel eget en em gailhari ! »
An Itron-Varia Wir-Zikour a zo enoret ive en parouz Plounez, elec’h m’he deus eur pardon, an eil zul a viz gouere. N’eus ket en Goelo eur pardon ken brudet nag eur prosesion ken kaer. Milierou a belerined a ’n em gav en Plounez, d’ar zadorn arôk, ’benn ar gousperou kentan. D’ar zul, ar Werc’hez, gwisket evel eur rouanez, a ra tro ar prosesion douget war diskoa martoloded Plounez.
Pardon Gwir-Zikour an eus miret c’hoaz en he bleun gened kristen ar pardoniou gwechall. [1]
Hirie e rêr c’hoaz gouel sant Launeuk, hanvet ive Leonor, Lunaire, Lormel, ginidik eus Bro-Geumru, hag a deuas da chom en Breiz-Izel, e kerz ar VIet kantved, demdost d’ar mor ha da stêr ar Rans. Goude bezan prezeget d’ar baganed, e oe hanvet eskob en Aleth, eur gêr hag a oa ’lec’h ma ’man breman Sant-Servan.
Sant Launeuk a roas skoazel da Judual, mab Iona, prins an Domnone, da dec’hel arôk muntrer e dad, ar prins Konomor.
- ↑ Epad ar Revolusion vras, pardon Gwir-Zikour a oe grèt, bep bla, en Plounez. Er bla 1791, mer Plounez, e hano Maignou, a zigemenne da vêr Pempoul dont gant e gonsailh d’ar prosesion, ha d’an ofiserien ha d’ar zoudarded a oa en kêr digas gante o fuzuliou.— « Breudeur, oe respontet d’ezan, arru vefomp holl en koulz. »