Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/481

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 Gouere
481
ar werc’hez vari

— Ma ine a veul an Otrou, ha ma spered en deus tridet gant ar joa, en Doue ma Zalver.

» Rak tôlet en deus e zaoulagad war izelded e zervijerez : ha setu, dre ze, an holl boblou hiviziken am galvo eurus.

» An hini zo galloudus en deus grêt treo vras em c’henver, hag e hano a zo santel.

» E drugare a ’n em astenn a rumm da rumm, war gement hini a vev en e zoujanz.

» Diskouezet en deus galloud e vrec’h : kaset en deus da netra ar re a oa lorc’hus mennoziou o c’halon.

» Diskaret en deus ar re vras diwar o zrôn ; ha savet en deus ar re dister.

» Karget en deus a vadou ar re o devoa naon, ha kaset en goullo ar re a oa pinvidik.

» Savet en deus Israel e zervijer, deut sonj d’ezan eus e drugare.

» Herve m’en devoa lavaret d’hon tadou, da Abraham ha d’e ouenn evit bepred. »

Hogen, Mari a chomas war-dro tri miz gant Elisabeth, ha neuze e tistroas d’he c’hêr.

————


BOKED


Ma karet an Itron-Varia ha ma fell d’ec’h bezan karet ganti, bezet izel a galon : izelded a galon ar Werc’hez a lufre dre ar sioulder a ouïe miret, ha muioc’h c’hoaz dre ar c’homzou a lavare d’an arc’hêl Gabriel ha da zantez Elisabeth.

Sant Bernard.




Trede devez a viz Gouere


SAINT GURTHIERN
Manac’h, VIet kantved



Gurthiern a oa mab d’eur roue eus Breiz-Veur uhelan. En eur brezel, daoust ma ne glaske tamm ebet hen ober, e lazas eun niz d’ezan, mab d’e c’hoar, hag a gare kalz.

Neuze, evit en em gastizan da vezan bet ken dievez, e lakas en e benn mont d’ober pinijen ar rest eus e vue.

En em denn a reas, da gentan, en eun draouien oue, a dreuze eur stêr yen-skorn. Bemde ha bep noz en em dôle en dour ar stêr-ze, hag e chôme goude-ze azezet war eur garreg, da lavaret e litaniou, da c’hortoz e izili da zec’han.