Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/459

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 Mezeven
459
sant paulin

barousianiz. Mouez Doue ha mouez ar bobl, ar c’hloc’h a drid war gavel ar c’hristen neve ganet, hag a ouel war be kement hini a ya da anaon.

Heb-han n’eus gouel na kanv ebet. Bezan eo unan eus ar benviou a lak ar zantelez da ziwan war an douar, ha setu perak an Iliz, arôk e zevel en e gambr ven dantelezet, a ro d’ezan he bennoz.

Karomp son hon c’hleier, selaouomp o moueziou ;
O c’halon arm a drid, pa doujomp hon Otrou.




Trede devez warn-ugent a Vezeven


An Itron Santez Elflez
Rouanez ha Gwerc’hez, Patronez Treflez (***-679)



Elflez [1] a c’hanas en Breiz-Veur, en penn kentan ar seizvet kantved. He c’herent, Sôzon vras, brudet ha pinvidik, a zavas anezi en doujanz Doue.

Evit ober diouz he zud, e timezas d’ar prins Tonbercht ; mes o vezan ma oa en he c’halon ar c’hoant da chom bepred gwerc’hez, en em glevas gantan evit bevan o daou evel breur ha c’hoar.

Tri bla goude, da varo he fried, e oe grêt kement warnezi, mac’h asantas addimezi, hag e roas he dorn da Egfrid, roue an Northumberland. Daouzek vla e vevjont an eil gant egile, ha miret a reas bleuniou he gwerc’hded, kenkouls goude he eil eured ha m’he devoa grêt goude he c’hentan.

Koulskoude, ar c’hoant da ren eur vue santeloc’h c’hoaz eget an hini a rene el lez, a reas d’ezi goulenn ouz he fried ôtre da vont da leanez. Egfrid, daoust pegement a garante a oa etreze, a roas d’ezi he goulenn.

En em denn a reas neuze en manati Koldhingam, ha ken skouerius oa he bue, ma oe hanvet, bla goude, da abadez en manati enez Ili (672).

Eno, nemet eur gouel bras bennak a vije, pe dihet en em gave, ne gemere nemet eur pred bemde ; adalek hanter-noz, e chome da bedi betek an de ; kaout poan ha mez oa he dudi.

C’houec’h vla a oa ma rene he c’hoarezed war hent ar

  1. A hanver ive : Ethelflez, Etheldrez, Ethelrez, Ediltrud, Elidru, Andry, Ventrok.