Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/460

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
460
23 Mezeven
an itron santez elflez

baradoz, pa oe taget an darn vrasan aneze gant ar vosen. Elflez a reas oute, evel eur vamm ouz he bugale, hag en doare-ze, e tapas he-unan ar c’hlenved.

Leskadurez he devoa gant eur gor bras a oa en he goug, hag e lavare d’ar medesin a doulle anezan d’ezi :

— Mat a zo grêt d’in ; em yaouankiz e tougen war ma goug seiennou perlezennet ; Doue, en e drugare, elec’h gortoz ar bed-all evit kastizan ma ficherez, am sko dioustu er bed-man ; mil meuleudi d’ezan !

Mervel a reas d’an 23 a vezeven 679, ha sebeliet a oe, war he goulenn, e-touez he c’hoarezed.

Unnek vla goude, e savjod he relegou evit o lakat en eur be men neve. Daoust ne oa ket bet balzamet he c’horf, e oe kavet fresk beo ; al lienachou a oa endro d’ezan n’o devoa bet droug ebet ; eur glezien, ha netra ken, a verke ar gouli bras a oa en he goug pa dremenas. Eleiz a viraklou a c’hoarvezas e-tal he be. Beda [1] a skrivas he bue. Kosan iliz katolik a zo en Londrez a zoug c’hoaz he hano en de a hirie.

Brud he zantelez a dreuzas ar mor, hag hon tud koz a zavas ive, en Treflez, eun iliz en he enor, elec’h ma plij d’eze dont niverus da bardonan.

————


KENTEL


Ar werc’hded kristen


Jezuz-Krist eo pried an ineou gwerc’h ; kanan reont dirak e drôn eur ganaouen neve, n’eus nemete goest d’he c’hanan, hag o mouez a zo henvel ouz telennourien o telennan war o zelennou : heuilh a reont an Oan dre gement lec’h mac’h a [2].

« Ha da belec’h eta, eme sant Augustin, ec’h a an oan-ze ? Petra eo ar c’hoajou hag ar prajeier-ze ma red dreze ? Lec’hiou int ma tanvaer enne dudiou ha n’eo netra en o c’hichen plijaduriou goullo, divlas ha touellus ar bed-man !

» An dudiou-ze, zoken, ne vefont ket henvel ouz ar re a gavo, er baradoz, ar re n’o devo ket miret o gwerc’hded.

» Dudiou an dud gwerc’h a vezo en em laouennât gant Jezuz-Krist, dre Jezuz-Krist hag en Jezuz-Krist.

» O c’houi eta hag a sked war ho tâl kurunen lirzin ho kwerc’hded, kemeret preder d’he miret ; eun tensor eo hag eur wech kollet ne ve ket kavet.

» Ar zent-all, ha n’hallfont ket eveldoc’h bezan da dostan d’an oan, a drido o welet hoc’h eürusted, ha dre-ze, e kavfont ennoc’h ar pez n’o deus ket gallet kaout enne o-unan ; n’hallfont ket kanan, kennebeut, ar ganaouen neve, rak n’eo savet nemet evidoc’h hepken ; mes he c’hlevet a refont ha kaout a refont o flijadur o welet ho kloar ; c’houi he c’hano hag he c’hlevo er memes amzer : hoc’h eürusted a vezo heb he far. »

  1. Beda (673-735) a zo e hano war roll ar zent. Leon XIII en deus roët d’ezan al lezhano a zoktor eus an Iliz ha gourc’hemennet ober e ouel dre ar bed holl, d’ar 27 a viz mae.
  2. Ab. sant Yan, XIVet pennad, 4e koublad.