Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/458

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
458
22 Mezeven
sant paulin


En em gavet en Nol, e lakas sevel daou vanati neve ; en em denn a reas en unan aneze gant eun nebeut gwazed, c’hoant d’eze da vevan eveltan pell diouz trouz ar bed. Tereza, gant eun nebeut merc’hed, a ’n em dennas en egile.

Lakat a reas sevel ive eun iliz eus ar re binvidikan war be sant Feliks.

Er bla 409, eskob Nol o vezan deut da vervel, e oe gret da Baulin kemer e gador. Vandaled an Afrik a ziskennas en amzer-ze en Itali hag a laeras bagadou kristenien ; an eskob santel a roas e beadra da zasprenan ar muian ma c’hellas eus e dud. Eun intanvez a deuas d’en em erbedi outan evit he mab ; Paulin, ha n’en devoa netra ebet ken, kentoc’h evit lavaret nan d’ar vaouez kez a oa dirakan, a yeas d’an Afrik, hag a ’n em lakas e-unan er prizon en plas he mab.

A-benn eur pennad, koulskoude, ar gouezidi a gemeras true outan hag e c’hallas adarre dizrei d’e eskopti ; digemeret a oe ouz son ar c’hleier, ar bleuniou o kouezan warnan a bep tu.

Mervel a reas en e driouec’hvet blavez ha tri-ugent.

E gorf a oe sebeliet, da gentan, e-tal be sant Feliks ; goude-ze e oe digaset da Rom hag enoret en iliz Sant-Berthele. Pi X a c’hourc’hemennas ma vije dizroet he zenzor da iliz Nol.



Hirie, en em gav ive gouel sant Aaron, eur manac’h eus ar VIet kantved, hag a renas, evel abad, eur gouent savet gantan en enezen m’eman breman kêr Sant-Malo. Hen eo a digemeras sant Malo, pa diskennas en Arvor, hag a alias anezan da brezek ar fe da baganed ar vro.

E relegou a zo miret c’hoaz en iliz-veur Sant-Malo, hag en kreiz kêr an eus e chapel bet adsavet meur a wech aboue ar VIet kantved. Eur barouz eus eskopti Sant-Brieg a doug e hano. Bezan ’n eus ive eur chapel en Pleuveur-Gautier.

————


KENTEL


Ar C’hleier [1]


Ar c’hloc’h, e-pign ’us d’an iliz, etre an nenv hag an douar, eo mouez Doue ha mouez an den.

Kas a ra galv Doue eus an nenv d’an douar ; dihuni ra ar c’hristen losk ; gourdrouz a ra ar pec’her, frealzi a ra ar c’hristen mat.

Kas a ra eus an douar d’an nenv pedennou ha meuleudiou ar

  1. Ar c’hleier ne oant ket anavezet en Iliz arôk ar VIIet kantved, kouls lavaret ; en Nol, er C’hampani, eo e teujod da c’houzout o zeûzi ; kentan touriou a gaver evit o lakat a zo bet savet en XIet kantved.