Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/450

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
450
19 Mezeven
santez juliana falkonieri


Naontekvet devez a Vezeven


Santez Juliana Falkonieri
(1270-1341)



Juliana Falkonieri a c’hanas en Floranz, er bla 1270. Yaouankik oa c’hoaz pa gollas he zad ; he mamm a lakas he holl aked evit he fellât diouz ar skoueriou fall hag he zrei war ar vertuziou kristen.

Jezuz ha Mari a oe an daou hano kentan a ouezas lavaret. Sant Alexis Falkonieri, eur eontr d’ezi, o welet he glanded hag he furnez, a lavaras d’he mamm : « N’eo ket eur verc’h, eun êl eo en deus roët Doue d’ec’h. »

Klevet hano eus ar pec’hed a oa awalc’h evit ober d’ezi skrijan ; o selaou disklerian eun torfed, e c’hoarvezas ganti, eun devez, koll he anaoudegez.

A-wechou, a greiz ma vezed o teski d’ezi gwriat ha nean, ec’h ee da bedi, e-harz treid eun ôter he devoa savet en enor d’ar Werc’hez, hag he mamm, pa chôme re bell, a c’hourdrouze anezi :

— Evidout-te, ma ne dôlez ket muioc’h a evez, ne zeski ket ar pez a dle eur vestrez tiegez gouzout, ha n’hellin kaout pried ebet d’it biken !

— Bezet dinec’h ! ma mamm, a lavare Juliana, an Itron-Varia a ’n em gargo eus an dra-ze.

Hag evit gwir, d’he fempzek vla, e westlas he gwerc’hded da Zoue hag e wiskas saë Trede-Urz servijerezed Mari.

Ar c’hentan a oe o vont en Urz-ze, mes hepdale, eur maread merc’hed-all a heuilhas he skouer, hag he mamm, zoken, a oe unan aneze.

Da c’houec’h vla ha tregont, e oe hanvet da superiorez, hag e reas evit an Trede-Urz neve-ze lezennou leun a furnez.

Aketus oa d’ar beden ; an darn vrasan eus an de hag eus an noz a dremene o pleustri war Basion Hon Zalver ; troet oa war ar binijen ; alïes e veze douget a spered betek an nenv. Mat oa da unani ar re a veze savet trouz etreze ; da zistrei ar bec’herien diwar hent an ifern ; d’ober ouz ar re glanv ; meur a wech e pareas o gouliou, o stagan he muzellou oute.

Kaer en he bue, Juliana a oe kaeroc’h c’hoaz en he maro.

En he c’hlenved divezan, o vezan n’helle miret netra, ne gaved ket dereat he c’hommunian.

He c’harante evit Jezuz-Krist en sakramant an ôter a