Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/451

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 Mezeven
451
santez juliana falkonieri

reas d’ezi neuze goulenn ma vije, da vihanan, digaset an hosti santel en he c’hampr, ma c’hellje he adori, eur wech c’hoaz, arôk mont eus ar bed-man.

Roët a oe d’ezi he goulenn ; mes pa oa ar beleg o poz an hosti gonsakret war eur c’horporal dispaket war he c’halon, an hosti-ze a dec’has eus e zorn hep bezan gwelet ken gant den, ha raktal Juliana a lôskas eur youc’haden : « Dulcis mi Jesus ! » « o ma Jezuz hegarat ! » emezi. Kerkent e tremenas, en eur ober eur mousc’hoarz henvel ouz hini an Ele.

Ar maro kaer-ze a zigouezas d’an 19 a viz gouere 1341. Pac’h ejod da lienan korf al leanez santel, e oe kavet roud an hosti en he c’hoste kle, ha warnan skeuden Hon Zalver stag ouz ar groaz.

————


KENTEL


Diwar-benn an doare m’eo dleet bezan, evit tostât ouz tôl ar Zakramant


I

War dôl ar Zakramant eman Jezuz-Krist, an hini n’eo ket bel sôtret an disteran, nag e gorf, nag e spered, nag e galon, gant fank ar pec’hed.

— Ha n’oc’h ket re droët gant ho korf ; n’oc’h eus ket klasket re e blijadur, grêt re dioutan, elec’h gourc’hemenn d’ezan ?

Bezet glan a galon.
II

War dôl ar Zakramant eman Jezuz-Krist, an hini en deus bet plouz kraou Bethleem da wele kentan, ha koad kroaz Mene-Kalvar da wele divezan.

— Ha n’oc’h ket eus an dud-ze hag a vefe lavaret n’emaint war an douar-man nemet evit gwellât al loened zo en o chreier, pe evit rozellat aour en o fresou ?

Ha noc’h ket re droët war an dastum ? Eur servijer mat hag eur mestr fall eo an arc’hant.

Bezet paour a galon.
III

War dôl ar Zakramant eman Jezuz-Krist, roue an nenv hag an douar, kuzet gantan bannou e c’hloar, en em izelaet en eun doare estlammus ; war ar groaz, ma ne welet ket Doue, e welet, da vihanan, an den. Aman ne weler na Doue na den ; kuzet int, an eil hag egile.

— Ha ne glasket ket a-wechou tennan lorc’h eus ho korf, eus ho spered, eus ho tanve, treo ha n’oc’h ket perc’hen, zoken, warneze ?

Bezet izel a galon.

Ha tostaet laouen ouz an dôl zantel. Kaout a refet outi eun tanva « sancta prœlibatio » eus ar pred kaer a zo ôzet gant Doue, war dôl vras an nenv, hag e azezfomp outi gantan, gant ar zent ha gant an Ele, da virviken.