Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/449

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 Mezeven
449
sant herbot


SANT HERBOT
VIIIet Kantved


Hirie ec’h enorer c’hoaz en hon bro sant Herbot, a oa mab da dudchentil pinvidik eus Breiz-Veur, hag a deuas abred en Arvor. Dibab a reas e chomaj en kreiz ar c’hoajou, ’vit gallout ober gwelloc’h a ze anaoudegez gant Doue, o vezan pell diouz an dud. Al loened goue a douje d’ezan, hag ar baganed kelennet gantan a digemere ar vadeziant. War douar parouz Berrien e vevas pell amzer hag mo e varvas. E ve hag e chapel a zo en Plonevez-ar-Faou.

Sant Herbot a zo unan eus ar re muian brudet e-touez ar zent breton. Dre-holl an eus chapeliou ha skeudennou. Plouaret, Kavan, Ploulec’h, Plouneve-Kintin o deus beb a chapel gwestlet d’ezan.

————


KENTEL


Ar zoudarded kristen


Pôtred yaouank, hag a zo kurunen gaer hoc’h ugent vla o vleunian war ho tâl, hag a yelo hepdale da zerviji ar vro, ar gentel-man a zo evidoc’h.

Betek hen, epad ma oac’h er gêr, evit ober mat n’ho peus bet ken d’ober nemet heuilh ar re-all ; er c’hazern ne c’hoarvezo ket evelse ; red e vezo d’ec’h alïes, evit heuilh hent ar furnez, ober dishenvel diouz ar re-all ; arabad d’ec’h kaout aon d’hen ober.

Gret ar pez a welfet a vezo mat ; tec’het diouz ar pez a welfet a vezo drouk, ha lôsket goude-ze an teodou da vale ; unan bennak a glasko gant e waperez miret ouzoc’h d’ober ho tever ; mar hen gret, daoust da bep tra, an holl a lavaro en goueled o c’halon : « Mat ! ar re-ze a zo tud ! »

Ha red eo e c’hellfed lavaret kement-se ac’hanoc’h, rak ne ver mui bugale da ugent vla. En em gavet oc’h da zont en oad en eun amzer a reuz hag a zispac’h. Gwell aze ; digare ho pezo da stourm, ha seul-vui e vezo klasket diframman diganec’h fe koz ho tadou, ha seul-vui e talc’hfet d’ezi start, hag e heuilhfet anezi pen-da-ben.

Karet ive ho pro, muioc’h evit an dud-all, p’eo gwir oc’h soudarded ; muioc’h evit ar zoudarded-all, p’eo gwir oc’h kristenien. Gant ma sellfet, beb an amzer, ouz ar bed-all, e refet mat ho tever er bed-man.