Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/433

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 Mezeven
433
sant yan a zant-fagond

Selaouet a oe hag an emgann a davas. Prest goude, avat, e welas unan eus ar vistri o vodan a neve e dud : ken dispont ha tra, en em lakas en kichen dor e di hag e kendalc’has da brezek : « Lazet ar manac’h-ze ! » eme ar mestr fuloret. Daou zoudard a zav o c’hlezeier war benn ar zant, mes o divrec’h a goue morzet. Strafuilhet holl, en em dôlont d’an daoulin, ha war beden Yan, Doue a roas d’eze ar pare.

Sant Yan en devoa eur garante vras evit Jezuz-Krist en sakramant an Oter ; pa lavare an oferen, oa muioc’h henvel ouz eun êl eget ouz eun den, ha meur a wech, eme sant Thomas a Villanova, e welas Jezuz dirazan en hosti zakr. Doue a roas d’ezan ar c’halloud da lenn en kalonou an dud, hag en doare-ze e reas da galz pec’herien dizrei war hent ar baradoz.

Anaout a rê, zoken, ar pez a dlee en em gaout en amzer da zont. Eur breur d’ezan a gollas e verc’h ; an den kez a oa ken glac’haret ma n’halled ket e frealzi. Yan a gemeras true outan hag a lavaras : « N’et ket da ouelan d’ho merc’h ; eur fallaen he deus bet, ha netra ken » En em lakat a reas da bedi, hag ar plac’h yaouank a zavas leun a vue.

En Salamank, eun dijentil a rene eur vue direiz gant eur plac’h fall. Yan a yeas d’e gaout ; e gomzou a yeas don en kalon an den reuzeudik, hag evit ober pinijen eus ar skoueriou fall en devoa roët, hen pedas d’e zigemer e-touez e venec’h. Ar plac’h fall, avat, pa welas ar pez a oa digouezet, a vagas kasoni ouz ar zant hag a lakas poëzon en e voed. Mervel a reas d’an 11 a vezeven 1479.

Ar miraklou a c’hoarvezas war e ve a reas d’ar pab Alexandr VIII sevel anezan en renk ar zent, er bla 1690. Kêr Salamank he deus e gemeret da batron.

J. B. M.

————


KENTEL


Eürus an dud habask


Ar glao a ra droug kouls ha vad ; ar glao dour-bil a dorr, a denn hag a laz an trevajou ; ar glao dous, habask, a vag, a grenva hag a sedera aneze.

An dud ive, diouz m’int troet, a ra droug pe vad. Au dud ter eo haderien an drouz ; an dud habask eo mistri an douar.

An dud ter, elec’h lazan tân ar gasoni a zav etre o nesan, gwellan m’int eo da lakat anezan da greski gwasoc’h gwaz.

An dud ter n’ouzont kentelian eun all nemet en eur fulori ; ha koulskoude, peseurt gonidegez a gaver o fulori ? Hini ebet !

Al loened ne c’houlennont ket bezan kaset endro a dôliou baz, nag an dud a dôliou skourje ; n’eo ket a dôliou mein eo e tigas ar pastor an danvad dianket d’ar gèr ; hen dougen a ra war e ziskoa. Au dud habask, dre ne reont poan da zen ebet, e teuer ive ha ne greder ober poan ebet d’eze kennebeut.