Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/432

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
432
12 Mezeven
sant yan a zant-fagond


Daouzekvet devez a Vezeven


Sant Yan a Zant-Fagond
(1430-1479)



Ar zant-man, unan eus prezegerien wellan ar Spagn, a c’hanas en Sahagun (Sant-Fagond), en eskopti Leon, da ze gouel Yan 1430, hag abalamour da ze re oe roët d’ezan hano embanner bras ar binijen.

Kelennet mat a oe gant e dud, hag adalek e vugaleach e roas merkou anat eus e zantelez da zont.

Ne oa c’hoaz nemet eur bugel e-unan, hag e vode bugale e oad endro d’ezan da gomz d’eze eus an Otrou Doue. Ouz ar gomz e sentent outan ha gant ar brasan evez e choment, epad pell amzer, d’e selaou.

Ober a reas e studi gant menec’h Salamank, ha goude-ze e oe beleget gant eskob Burgos ha grêt chaloni.

Pinvidik dre an danve en devoa bet diouz e dud, ha dre ar garg a oa bet roët d’ezan, Yan, daoust da ze, ne glaske ket en em lakat en e êz.

En e di e veve evel eur paour, ha tremen a rê e holl amzer er beden hag er studi. E garante evit ar beorien a rê d’ezan mont alïes d’o zi, da rei d’eze kement o devoa ezom. Gwalc’hi ha louzaoui a rê o c’horfou hag o gouliou euzus, ha ne veze kammed ken laouen evel pa veze e di leun a beorien.

Ar c’hoant da zeski gwelloc’h c’hoaz skianchou Doue a lakas anezan da rei an dilez eus e garg a chaloni ha da vont da studian da skol vras Salamank. Eno, eur c’hlenved bras e gasas betek ar be : « Otrou, eme ar zant da Zoue, n’em eus mui a fizianz nemet ennoc’h ; ma tlean mervel, ho polonte bezet grêt ; mes ma tlean bevan c’hoaz, e fell d’in tremen ar blaveziou a rofet d’in en eun Urz menec’h !»

Parean a reas, ha kerkent e c’houlennas bezan digemeret en manati menec’h sant Augustin. E superiored a gasas anezan da brezek da Zalamank hag hen ober a reas gant frouez.

Kêr, d’ar mare-ze, a oa rannet en diou gostezen ; bemde e veze kann etreze. Dre e brezegennou, Yan a glaskas lakat ar peuc’h etre Salamankiz.

Eun devez, e klevas ar c’hleier o c’hervel an dud d’an emgann ; redek a ra kerkent d’en em lakat etre ar vrezellourien ; pilet gant ar re gentan, e savas a neve, hag e kreiz trouz ar c’hlezeier, e prezegas ar garante gristen.