r zant-man, Fernando eus e hano badeziant, a deuas er bed en kêr Lisbon, er Portugal, er bla 1195. E c’hoant da dizout prim ar zantelez a lakas anezan, d’an oad a bempzek vla, da c’houlenn digor digant chalonied sant Augustin, en Koïmbr. Dek vla a dremenas en o zouez, ha n’o devoa holl nemet meuleudi da rei d’ezan, evit e aked d’ar beden ha d’ar studi.
Eun devez e oe digaset da Goïmbr korfou pemp manac’h eus a Urz sant Fransez, bet merzeriet en Afrik gant ar Vuzulmaned. An den yaouank, ouz o gwelet, a c’hoantaas gonid evelte kurunen ar verzerenti hag a c’houlennas bezan digemeret en o Urz. En eur gemer gwiskamant sant Fransez, e kemeras ive an hano a Anton.
Daou vla goude, e oe lezet, war e c’houlenn, da vont da brezek ar fe d’an Afrik. Leun a levenez, o sonjal e c’hellje skuilh e wad evit Jezuz-Krist, Anton a gemeras hent ar Marok. A-vec’h digouezet eno, ma kouezas klanv. Eur wech pare, o welet n’hallje ket, er vro-ze, gonid kurunen ar verzerien, e savas war eul lestr da zistrei d’ar Por-